Xavier Leclercq

Eus Wikipedia

Xavier Leclercq, ganet e Douarnenez d'an 23 a viz Ebrel 1944, a zo un den a aferioù breizhat, savet gantañ ar gompagnunezh kirri-nij Brit Air.

Red buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skoliad eo bet e skolaj Sant-Erwan Kemper. Studioù war ar Gwir en deus graet e Roazhon. Un Diplom Studioù Uhelañ (Diplôme d'Études Supérieures (DES) e galleg) war an ekonomiezh en deus tapet.

Da bevar bloaz warn-ugent e teuas da vezañ sekretour-meur Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Montroulez. Ar rener anezhi eo bet adalek 1977 betek 1990.

E 1973 e krouas ar gompagnunezh kirri-nij Brit Air (kendeuzet abaoe gant Airlinair ha Régional evit reiñ HOP!). Prezidant-rener eo bet betek 2001. Kemeret en deus perzh e meur a aozadur o plediñ gant an treuzdougen dre nij.

Bet eo bet prezidant Produet e Breizh.

Kuzulier-kêr eo bet e Plouezoc'h ha besprezidant karget eus ekonomiezh Kumuniezh kumunioù Bro-Montroulez.

Prezidant Kuzul Strategel Ajañs Ranvroel Diorren an Ekonomiezh Breizh eo bet ivez.

Medalenn an Aervageerezh en deus bet. Marc'heg Urzh Broadel an Dellezegezh (Frañs) (Ordre National du Mérite e galleg) eo ha Marc'heg Lejion a enor Frañs (Légion d'Honneur e galleg).

Resevet en deus Kolier an Erminig e 2006.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Wikipedia gallek.
  • Lec'hienn Skol-Uhel ar Vro.