Denez Prigent

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

[kemmañ] Buhez

Denez Prigent
Denez Prigent

Ganet eo bet Denez Prigent e Santeg e Bro Leon d'ar 17 a viz C'hwevrer 1966. Dizoloiñ a reas ar yezh hag ar c'han (ha peurgetket ar gwerzioù) gant e vamm-gozh. Ur brezhoneger flour e oa deuet da vezañ d'an oad a zek vloaz.

Kanañ a rae rountoù Pagan ha rountoù Lanniliz da gentañ, ha pa oa 14 vloaz e teskas ar c'han ha diskan gant Alain Leclerc. Kanañ a rae e kalz festoù noz evel diskaner, ha bep an amzer evel kaner. E 1987 ez eas ar maout gantañ er c'hevaezerezh Kan ar Bobl. D'ar mare-se e kane ivez gant ar strollad Daouarn.

Mont a reas war ar vicher a gelenner war ar Brezhoneg e Karaez etre 1988 ha 1991.

E 1992 e voe pedet da c'houel an Transmusicales e Roazhon ha kanañ a reas e-unan a capella etre ur strollad rock hag ur strollad rap, dirak tud n'anavezent netra diwar-benn ar c'han e brezhoneg. Ha daoust da se e reas berzh.

[kemmañ] Pladennoù

[kemmañ] Kemeret en doa perzh ivez