Fest-noz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Festoù-noz)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Fest-noz en Oriant, e-pad Emvod ar Gelted 2010.

Ar fest-noz zo ur fest poblek gant sonerien ha dañserien hengounel ha dalc'het diouzh an noz. Ar fest poblek a zo bet c'hoarvezet evit dudi ar gouerien a zo bet renevesaet ar bloavezhioù 1950 hag hiziv e vez dalc'het meur a fest-noz e Breizh hag e lec'hioù all evit lakaat sevenadur Breizh da vevañ. Un degouezh evit kanañ ha dañsal eo da gentañ holl ha n'eo ket da vezañ mesket gant ar beilhadegoù ma vez selaouet enno kontadennoù, danevelloù ha prantadoù kanañ nemetken.

D'ar 5 a viz Kerzu 2012 eo bet lakaet ar festoù-noz war roll glad sevenadurel dizanvezel an denelezh gant an UNESCO.

Ar festoù-noz gwechall e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwechall e veze ar sonerien, ar ganerien hag ar gonterien darn ar gumuniezh lec'hel er c'hêriadennoù er-maez m'edont o reiñ dudi dezhi. P'eo ar bobl vrezhon brudet a-gozh evit bezañ entanet gant an dañs e veze-hi embreget a-zevri evel moiaen pennañ kaout plijadur a-stroll. Dre son ar benvegoù-seniñ e vez dañset, nemet e pastelloù-bro ma veze dañset nemet diouzh ar c'hanaouennoù.
Diouzh ar sevenadur dre gomz poblek e veze tennet komzoù ar c'hontadennoù, met barzhoniezh ar c'hanaouennoù a veze aozet pe gant hiniennoù donezonet evit ar primsavadennoù pe gant skrivagnerien o doa desket ar werzadurezh.Ha pa vije kemmet tra pe dra er c'hanaouennoù, ne c'heller krediñ e vijent savet diouzh spered ar bobl e-unan evel m embanne ar romantelourien hag an dastumerien gentañ evel Teodor a Gervarker ha George Sand, houmañ ijinerez an dro-lavar lennegezh dre gomz.
Dre vras e c'hoarveze ar festoù-noz e degouezhioù pennañ buhez ar gouerien : dibennoù mareoù ar prantadoù labour bras : an here, an eost, fardañ al leurioù dornañ nevez hag e-doug ar pardonioù a oa niverus ivez...

Diskar ar sevenadur dre gomz hag ar festoù hengounel e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar Brezel-bed kentañ e krogas ar gouerien vrezhon treiñ o evezh war-du gizioù ar c'hêrioù evel dañsal dañsoù embreget e kêrioù Bro-C'hall (vals, polka, cha-cha-cha, hag all...) dre son ar benvegoù-seniñ nevez-deuet er vro (akordeoñs, violoñs, treujenn-gaol). Salioù-dañs a voe digoret gant tavarnourien ha kenwerzherien nevez. Kouezhañ a reas boaz sevel festoù-noz er-maez dre ma veze gizioù ha kustumoù ar c'hêrioù oc'h astenn o levezon. Diorren ar skingomz e-touez ar re binvidikañ hag en ostalerioù a silas tonioù nevez e divskouarn tud ar bourc'hioù hag ar maez. War-dro ar bloavezhioù 1930 ez eas da get festoù ar prantadoù-labour.

Ar festoù-noz modern[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa rae e reuz an Eil Brezel-bed e oe addalc'het ar festoù-noz e kornioù zo e Breizh, e Kreiz-Breizh dreist-holl. Dre-se e oe didorret chadenn treuzkas hengounioù poblek e-keñver ar sonerezh hag an dañs.
Niverusoc'h e chome tud ar Menez Du ha re Menez Are a zalc'he koun eus ar pezh a vez graet a-raok ar Brezel-bed kentañ ha pa vijent chomet un ugentad bloavezhioù pe vuioc'h hep o embregañ.
Goude ar brezel, dindan atiz un nebeud Poullaoueniz, Loeiz Roparz en o zouez, e kendalc'has annezidi ar gumun en em vodañ er vourc'h evit delc'her festoù-noz mod-nevez distag ouzh deiziadur labourioù ar gounezerezh. Savet e oe Kelc'h keltiek Poullaouen a veze darempredet koulz gant tud yaouank ha tud oadet a vourre dañsal e mod ar menezioù, an dañs dre son mouezhioù an holl dañserien o tispakañ ar c'han-ha-diskan.

Pa oa Loeiz Roparz, kelenner o chom e Kemper hag o seveniñ kargoù e kevredigezhioù a zalc'he da gendelc'her gant ar brezhoneg ha gizioù hengounel Breizh e roas lañs da embregadur dañsoù Breizh er-maez eus ar c'helc'hioù keltiek.
D'an 26 a viz Kerzu 1957 e oe dalc'het ar fest-noz kentañ e kêr ha digor d'an holl e-barzh ar c'hoc'hu nevez savet e Kemper.

Perzh pennañ ar fest-noz modern eo al leurenn m'emañ staliet warni an embregourien (sonerien ha kanerien) ken ez eus blaz un arvest sonerezh, ur sonadeg, evit an dud ne gredont ket mont da zañsal. Ar perzh all eo n'eo ket mui ur gumuniezh lec'hel a glask e blijadur asambles, met kumuniezh ledan ar re o deus desket dañsal e lec'h pe lec'h hag hervez giz pe c'hiz. Ouzhpenn dañsoù ar menezioù (kavotenn, pachpi, da gentañ holl) e teuas tamm ha tamm ar boaz dañsal hervez gizioù broioù all Breizh (Bro-Wened (an-dro, hanter-dro, laride) ha pelloc'h).

Berzh ar fest-noz evel anadenn sokial[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet eo ar festoù-noz da vezañ ur fenomenn sokial a-bouez e Breizh e dibenn ar bloavezioù 1960 pa rajont berzh er-maezh eus metoù al luskadoù a rae gant kendalc'h ar c'hustumoù. Diorren skolioù-meur Breizh a zo bet efedus-tre pa veze ar studierien dedennet doareoù marc'had-mat evit en diduiñ. Merzet eo bet e oe degaset gant menozhioù nevez Mae 1968 ur spered digoroc'h e-keñver modoù-bevañ ar gouerien (sellet ouzh kumuniezhoù tud aet da sevel loened e menezioù kreiz Bro-C'hall) ha d'o kustumoù hengounel.

Pa grogas berzh Alan Stivell a renevezas sonerezh Breizh gant ritmoù ha benvegoù-seniñ modern e 1971 e oe roet ul lañs nevez d'ar festoù-noz. Aozet e oent gant meur a gevredigezh lec'hel e pep korn Breizh. Koulskoude e oent niverusoc'h-niverusañ e-korf ar mizioù-hañv pa vez Brezhoned deuet da vakañsiñ er vro ha touristed prest da gemer perzh en diduamantoù lec'hel.

Emdroad ar festoù-noz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezioù 1960 ha 1970 e chome blaz ar spered emsavel e meur a fest-noz. Festoù-noz evit bezañ kengred gant stourmoù politikel ha sokial a veze aozet e-leizh. Harpet e oe kresk Diwan gant ar c'hreskad pae a veze goulennet evit ar mont-tre ("un franc pour Diwan" - "ul lur evit Diwan").

Er bloavezhioù 1990 e weljod ur c'hresk bras e darempredoù festoù-noz zo e-pad an hañv (3 000 den ha muioc'h). Er memes mare e teuas war wel strolladoù kanerien ha sonerien yaouank a degasas ar sonerezh elektronek er sonioù kozh ("Ar Re Yaouank", da skouer).

Er festoù-noz bras e selaouer meur a stil sonerezh war al leurenn : bagadoù sonerezh gant binioù-bras, sonerezh elektronek, koubladoù bombard ha binioù-kozh, kanerien (kan-ha-diskan ha kanerien mod Bro-Wened peurvuiañ). Chom a ra ar festoù-noz un obererezh embreget e pep lec'h e Breizh, ur perzh dibar dezhi ha d'ar Vrezhoned e peseurt bro ma chomont ennañ.

Ar cyberfestoù-noz o lakaat dañsou Breizh da vezañ hollvedel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 21 a viz C'hwevrer 1999 e voe savet e Kemper ar cyberfest-noz kentañ, anezhi ar "fest vrasañ er bed" hervez an embregerezh aozer, An Tour-Tan. Gant harp kalvezel France-Télécom eo bet kaset war an Internet skeudennoù ha sonerezhioù ar fest-noz a oe dalc'het er "Pavilhon", sal-arvestoù brasañ kêr. 3 000 den a zeuas da zañsal hag 20 000 lugadur a voe kontet. Kreskiñ a reas niver al lugadurioù er bloavezhioù war-lerc'h koulz hag e lec'hioù ar bed ma voe aozet festoù-noz enno (Beijing, Bourdel, Danmark, Kaledonia-Nevez, Lyon, Kêr-Vec'hiko, Nevez-York, Ar Reünion, h.a.). E 2006 e oe skignet skeudennoù e perzh ar skinwel da war-dro 145 000 den kenluget. E miz Here 2007 e oe kaset ar cyber fest-noz da Bariz da goulz skorad bruderezh Rannvro Breizh, anvet ar "Breizh Touch".

Sellet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]