Yann ar Badezour
Yann ar Badezour, pe Sant Yann-Vadezour hervez ar relijion gristen, a zo anv un den meneget en Aviel, a voe prezeger e Palestina en amzer Jezuz Nazaret.
Taolenn |
Anv-badez [kemmañ]
Diwar e anv (Yann) hag e labour (badeziñ) e teu an anv-badez Yann-Vadezour.
E lec'h er relijion [kemmañ]
Er relijion gristen eo ar profed a gemenn donedigezh Jezuz, a voe anavezet gantañ evel ar Mesiaz gortozet, a voe badezet gantañ war lez ar stêr Jordan, a voe graet "Oan Doue" anezhañ gantañ. Da Jezuz e roas e ziskibien.
Kenderv eo da Jezuz. E vamm Elesbed a zo keniterv d'ar Werc'hez Vari . Hervez skridoù an istorour yuzev Flavius Josephus avat e oa un tamm disheñvel buhez Yann-Vadezour .
Gouelioù [kemmañ]
Yann ar Badezour a oa bet ganet e Judea er bloavezh 8. Lidet e vez e c'hanedigezh gant an Iliz, koulz er c'hornôg hag er reter, d'ar 24 a viz Even, da vare ar goursav-hañv. E-mesk an holl lidoù a vez graet da-geñver ar gouel-se, e seblant lod dont eus ar gouelioù kelt bras a oa d'ar mare-se eus ar bloaz. Bev-buhezek eo c'hoazh hengoun tanioù pe tantadoù Gouel Yann en un niver a gêrioù hag a lec'hioù.
Lidet e vez e varv d'an 29 a viz Eost koulz er c'hornôg hag er reter : Gouel Yann dibenn-eost an hini eo. A-hend-all e vez lidet an deiz ma voe dizoloet e benn.
Gouel "Kanadianed c'hall" [kemmañ]
Da Ouel Yann-Vadezour emañ gouel broadel gallegerien Kanada abaoe 1834, pa voe krouet ar gevredigezh Société Saint-Jean-Baptiste. Anvet e voe da sant paeron Gallegerien Kanada gant ar pab Pius X en 1908 . En 1977 e teuas Gouel Yann da vout Gouel Broadel Kebek, ha hini an holl Gebekiz, ne vern o orin.
Masoned [kemmañ]
Deiz Gouel Yann zo ivez ur gouel frañmasoned er bed a-bezh.
Hervez an Aviel [kemmañ]
Mab e oa d'ur beleg Zac'hariaz, ha da Elisbed, a oa keniterv da Mari, mamm Jezuz. Evel ganedigezh Jezuz e voe kemennet hini Yann gant an arc'hael Gabriel, a lavaras d'an tad e vije leun e vab gant ar Spered Santel, hag en dije kement ha nerzh hag ar profed Eliaz.
Dre ma n'hallent ket kaout bugale avat e tiskredas Zac'hariaz war gomzoù an arc'hael, ma voe kastizet ha ma teuas da vezañ bouzar ha mut. N'eo nemet pa voe ganet ar bugel, war-lerc'h skrivañ war un daolennig-skrivañ "Yann eo e anv" ma teuas ar gomz hag ar c'hleved dezhañ en-dro.
Ur vuhez penedour e voe buhez Yann «er gouelec'h», o vevañ diwar « kilheien-raden ha mel gouez » (hervez Aviel Mazhev III:4), hag o yunañ. Buhez un nazir eo buhez Yann hervez ma'z eo taolennet gant an arc'hael, a lennomp en Aviel Lukaz (1:13-15). Er bloaz 27 e teuas da chom war lez ar stêr Jordan, ma krogas da reiñ « badeziant a vorc'hed evit bezañ gwalc'het eus ar pec'hedoù » dre vezaén lakaet en dour hervez ma'z eo diouganet gant ar profed Isaia. Un toullad mat a ziskibien a oa bodet en-dro dezhañ, ha kemenn a rae dezho donedigezh ar mesiaz : « Me ho padez gant dour, evit ho kas war-du ar morc'hed, met setu an hini a zo kreénvoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e sandalennoù. Hennezh ho padezo er Spered Santel hag en tan. » (Aviel Mazhev III:11).
Hervez Mazhev (III:13-17) e teuas , Jezuz da-gaout Yann da vezañ badezet gantañ. Yann da lavarout dezhañ: « Me eo am eus ezhomm da vout badezet ganit-te », ha Jezuz da respont : « Lez ober bremañ, rak dereat eo dimp seveniñ kement tra a zo reizh ». Yann a vadezas Jezuz eta, ha pa deuas e-maez an dour e voe gwelet gant an holl ar Spered Santel « o tiskenn evel ur goulm hag o tont warnañ», hag ur vouezh deuet eus an neñv a lavaras: « Hemañ eo ma Mab muiañ-karet, hag ennañ em eus lakaet ma holl c'harantez ». Ar Badezour a c'houlennas neuze digant e ziskibien mont da-heul Jezuz.
Ganedigezh Yann hervez Aviel Lukaz [kemmañ]
N'eus nemet en Aviel Lukaz ez eus anv eus ganedigezh Yann.
- Met an ael a lavaras dezhañ: N'az pez ket aon, Zac'hariaz; rak selaouet eo bet da bedenn. Gant da bried Elesbed e vo ganet ur mab, hag envel a ri anezhañ Yann. Joa ha levenez a ray dit, ha meur a hini a vo laouen o c'halonoù pa vo ganet. Rak meur e vo dirak an Aotrou. Na gwin na boeson ne evo, ha leun e vo gant ar Spered Santel adal ma vo ouzh bronn e vamm; degas a ray meur a hini eus mibien israel en-dro d'an Aotrou , o Doue; kerzhout a ray dirak Doue gant spered ha galloudegezh Eliaz, da zegas kalonoù an tadoù en-dro davet o bugale, ar re emsavet da furnez an dud reizh, a-benn prientién d'an Aotrou ur bobl troet d'e selaou.(...) D'an eizhvet deiz e teujont da drodroc'hañ ar bugel, ha Zac'hariaz eo a raent anezhaén, hervez anv e dad. Met ar vamm a gomzas hag a lavaras: Nann, Yann an hini e vo anvet. (Aviel Lukaz 1.13-60)
Marv Yann ar Badezour [kemmañ]
Ur pennad goude, er bloaz 28, e strakas konnar Herodez Antipas, roue Galilea ha Perea, war benn Yann ar Badezour, abalamour ma rebeche ar profed outañ bezañ dimezet gant Herodiada, merc'h e hanter vreur Herodez Filipos I. Hervez Aviel Mark (VI:14-29), e oa aet skuizh Herodez, hag e reas kraouiañ Yann. Fellout a rae da Herodiada e vije lakaet Yann d'ar marv, met ne felle ket da Herodez a « anaveze anezhañ evel un den reizh ha santel » hag « a selaoue anezhañ a galon laouen ». Koulskoude, pa voe lidet deiz-ha-bloaz Salome, merc'h Herodiada, e tañsas ar plac'h yaouank ken brav ma voe plijet an holl ha ma lavaras ar roue: « Goulenn a gari, ha da c'houlenn a roin dit, ha pa vije an hanter eus ma rouantelezh ». Ha Salome da c'houlenn penn Yann ar Badezour war ur plad evit he mamm.
Tristidigezh a oa en Herodez pa gasas ur soudard da zibennañ Yann en e gell. Degaset e voe ar penn war ur plad ha kinniget da Salome a roas anezhañ d'he mamm Herodiada.
Lec'hioù [kemmañ]
- Erru e vije ar penn dre vurzhud e Saint-Jean-d'Angély, neuze e Saintonge, bremañ e Charente-Maritime.
- Ur releg eus 4vet brezel ar groaz a weler en iliz-veur Amiens ha kinniget evel klopenn Yann.
- Renerien moskeenn Damas a lavar emañ ar c'hlopenn en o dalc'h.
Ilizoù da Sant Yann Vadezour [kemmañ]
- Sant Yann Vadezour Jeruzalem
- St. John the Baptist e Coventry
- San Giovanni Battista e Rimini
- San Giovanni Battista e Torino
- Saint Jean Baptiste en Audresselles
- Saint Jean Baptiste Kamien Pomorski
hag e meur a lec'h e Breizh, evel iliz Sant Yann-Vadezour ar Fouilhez
- Sellout ivez ouzh Iliz-veur Sant-Yann-Vadezour
Yann ar Badezour er C'horan [kemmañ]
Mandeaned, badezourien Iran hag Irak [kemmañ]
Eus ar gumuniezh en-dro da Yann ar Badezour ez eus ganet ur relijion vihan, gant Yann ar Badezour da brofed nemetañ, Jezuz ha Mahomet ne vijent nemet gaouierien. Ret e vez d'an dud-se chom tost a-walc'h d'ar stêrioù evit gallout badeziñ ar feizidi. Abalamour d'ar perzh-se eo n'eo ket gwall anavezet ha ne chom bev nemet en un nebeud kornadoù eus Iran hag Irak.
Gwelout ivez [kemmañ]
- Saint-Jean-Baptiste
- São João Batista
- Ebestel
- Gouel broadel Kebek
- San Juan Bautista, ur gallion japanat eus ar XVIIvet kantved
- William Marrion Branham
Liammoù diavaez [kemmañ]
E yezhoù all [kemmañ]
- Yann Prodromos, Yann ar Rakkerzher, a vez graet anezhañ en Iliz Reizhkredrennek.
- Gant ar Vuzulmaned eo lakaet da brofed, mab d'ar profed Zac'hariaz, يحيى بن زكريا (Yahya bin Zakariya) e anv en arabeg.
Yann ar Badezour en arz [kemmañ]
- Alies eo bet livet istor Yann ar Badezour gant livourien an Azginivelezh italian ha re all war o lerc'h.
- Ouzhpenn eizh taolenn da skouer zo bet livet gant Caravaggio (gwelout Sant Yann-Vadezour (Caravaggio)).
-
Sant Yann-Vadezour gant Hans Memling (1470)
-
Sant Yann-Vadezour gant Guido Reni (1635-1640)
-
Sant Yann-Vadezour gant Agnolo Bronzino (1553)
-
Sant Yann-Vadezour gant Caravaggio (1597-1598)
-
Sant Yann-Vadezour gant Sandro Botticelli ( war-dro 1490)
-
Sant Yann-Vadezour gant Andrea Mantegna
(dibenn ar XVvet kantved) -
Sant Yann-Vadezour gant Esteban Perez Murillo, XVIIvet kantved
-
Sant Yann-Vadezour gant Paolo Veronese
(kreiz ar XVIvet kantved ) -
Ar Werc'hez Vari gant Jezuz a Nazaret ha Sant Yann-Vadezour, livet gant Raffaello (1507)