Mari

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Mari zo un anv-badez brezhonek roet d'ar merc'hed e Breizh, diwar anv ar Werc'hez Vari. Betek an XXvet kantved e oa, gant Anna, an anv roet ar muiañ d'ar merc'hed.

Alies ivez e veze roet evel eil anv-badez, koulz d'ar baotred evel d'ar merc'hed: e-touez an anvioù roet stank e kaver evel-se Anna-Mari pe Anna-Vari, ha Marianna, e-kichen Yann-Vari.

E bro-Spagn ivez e veze roet evel eil anv d'ar baotred, ha stankoc'h c'hoazh eno Jose Maria, pe Juan Maria , un amzer zo bet.

[kemmañ] Sentezed

[kemmañ] Tud