Gwerz
Ur werz (liester: gwerzioù) a zo ur ganaouenn e brezhoneg hag a gont un istor.
Klotañ a ra gant ar gerioù ballad e saozneg, ha baled e kembraeg. Dre ma vez trist pe kriz an istorioù kontet alies e kred d'an dud alies int memes tra evel klemmganoù.
Taolenn |
Gerdarzh [kemmañ]
Dont a ra ar ger gwerz eus al latin uersus (gwerzenn, linennad barzhoneg). E kembraeg ez eus ur ger gwers ivez hag a dalv kement ha kentel.
Istor [kemmañ]
Savet int diwar mojennoù kozh, buhez tud brudet en istor Breizh, gwallzarvoudoù, istorioù karantez ur fin skrijus dezho. Se eo pezh a greder hiriv, met pa veze savet gwerzioù e veze kaoz enne eus traoù nevez-degouezhet.
Hir-mat e vez kavet ar gwerzioù alies, kalz pozioù enne, ha goustad ez eo an ton anezhe evel ma tere ouzh ur ganaouenn hag a zo graet evit bezañ selaouet ha komprenet. Met pa oant savet ne vezent ket kavet hir, ha disheñvel eo an doare a zo hiziv da welout an amzer hag ar pad diouzh an hini a oa gwechall.
Levrioù brudet [kemmañ]
Kavout a reer gwerzioù en oberennoù-mañ dreist-holl:
- er Barzaz Breiz, embannet gant Kervarker e 1839,
- e Gwerziou Breiz Izel gant Fañch an Uhel, embannet e daou levr e 1868 ha 1874.
Gwerzioù brudet [kemmañ]
- E Gwerziou Breiz Izel
- Silvestrig
- Les Aubray
- Gwerzioù brudet all:
- An hini a garan
- En ti Eliz Iza
- Gwerz Ker Iz, savet gant Olier Souetr
- Gwerz Skolvan
- Me zo ganet e-kreiz ar mor, diwar ur varzhoneg gant Yann-Ber Kalloc'h. Ton savet gant Jef ar Penven
- Gwerz ar Vezhinerien, gant Denez Abernod
- Gwerz koz Plouenan
Kembre [kemmañ]
Brudet eo ar werzaouerien-mañ: