Sant Yann-Vadezour (Caravaggio)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Sant Yann-Vadezour zo un anv roet da 8 livadur, da nebeutañ, diwar zorn al livour barok italian Michelangelo Merisi da Caravaggio (1571-1610), livadurioù anvet ivez Yann er Gouelec'h.

An 8 taolenn[kemmañ]

  1. Yann ar Badezour, Toledo, Spagn
  2. Sant Yann-Vadezour (Paotr yaouank gant ur Maout), Musei Capitolini, Roma,
  3. Sant Yann-Vadezour (Paotr yaouank gant ur Maout), Doria Pamphili Gallery, Roma
  4. Yann ar Badezour, Galleria Nazionale d'Arte Antica, Roma,
  5. Yann ar Badezour, Kansas City, Missouri
  6. Yann ar Badezour e-tal ar feunteun, Collezione Bonelli, Valletta
  7. Yann ar Badezour, Galleria Borghese, Roma
  8. Yann ar Badezour, München (n'eur ket peursur e vije bet graet gantañ)

Taolennoù all[kemmañ]

Met ouzhpenn an 8-se zo bet gouestlet d'ar Badezour. Anaout a reer:

Ar vojenn[kemmañ]

Istor Sant Yann Vadezour zo kontet en Aviel. Kenderv e oa da Jezuz, ha galvet e oa gant Doue da brientiñ an hent a-benn donedigezh ar Mesiaz. Bevañ a rae e gouelec'h Judea etre Jeruzalem hag ar Mor Marv, e zilhad a oa blev kañval, ur gouriz lêr en e zargreiz; hag e gig a oa kilheien-raden ha mel gouez". Gantañ e voe badezet Jezuz. Lazhet e voe gant ar roue Herodez war goulenn e verc'h-kaer Herodiaz.

Diskouezet eo bet Yann-Vadezour alies en arz kristen, gantañ e skudell, e groaz, e oan, hag e groc'hen kañval.

  • Ar skeudenn anavezetañ ha brudetañ eo hini badeziant Jezuz.
  • A-wechoù e weler ar mabig Yann gant ar Mabig Jezuz, war un dro gant ar Werc'hez Vari, mamm Jezuz, a-wechoù ivez ouzhpenn gant mamm Yann, santez Elesbed.
  • Yann en e-unan er gouelec'h n'eo ket ken anavezet. Gant Caravaggio avat e vez diskouezet atav evel ur c'hrennard, en e-unan er gouelec'h. Diazezet eo war linennoù Aviel Lukaz ma lavar Lukaz : "kreskiñ a reas ar bugel ha kreñvaat e spered, ha chom er gouelec'h betek an deiz ma en em ziskulias da Israel".

Yann ar Badezour, Galleria Borghese, Roma[kemmañ]

Dizemglev zo da c'houzout pegoulz e oa bet livet Sant Yann-Vadezour ar Galleria Borghese : pell amzer e voe soñjet e oa bet prenet gant ar c'hardinal Scipione Borghese etre mare e zonedigezh da Roma e 1605 ha tec'hadenn Caravaggio eus kêr e 1606, met hervez Roberto Longhi e voe livet e-kerzh ma oa an arzour e Sikilia, goude 1608.

Sant Yann-Vadezour, München[kemmañ]

Yann Vadezour (stouet e benn)
Caravaggio-Baptist-reclining.jpg
Michelangelo Merisi da Caravaggio (marteze), 1610
Eoullivadur war vezher
106 × 179.5 cm
dastumad prevez

Skeudennaoueg[kemmañ]