Agnolo Bronzino

Eus Wikipedia
Allegoria del trionfo di Venere, National Gallery, Londrez.

Agnolo di Cosimo, lesanvet Angelo Bronzino, pe Agnolo Bronzino (17 a viz Du 1502 - 23 a viz Du 1572) a oa ul livour italian, ganet ha marvet e Firenze, hag unan eus poltredourien veur ar XVIvet kantved, hag ur skouer eus ar Mannerismo en arz relijiel.

Diskibl e voe da Raffaellino del Garbo, da b-Pontormo goude (gantañ e voe advabet), ha da Girolamo Genga a levezonas e zoare.

Dont a rae e lesanv eus liv teñval e groc'hen.

Kerc'het e oa bet gant Cosimo Iañ de' Medici e 1539 evit kinklañ e eured gant Eleonora di Toledo, merc'h bezroue Naplez. Da-heul se e voe livour ofisiel lez an dug.

Eontr e oa da Alessandro Allori, a voe diskibl dezhañ, hag a sine ivez Bronzino a-wechoù. En e di e varvas p'edo en e 70 vloaz.

Listenn e oberennoù en Ofisoù Firenze[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout e oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]