Eleonora di Toledo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eleonora di Toledo livet gant Bronzino

Eleonora di Toledo (15191562), e spagnoleg Leonor Álvarez de Toledo, anvet ivez a-wechoù Eleonora da Toledo, merc'h da b-Pedro Alvarez de Toledo, markiz Villafranca ha besroue Naplez, a zimezas da g-Cosimo Iañ de' Medici hag a voe dugez Firenze.

Eurediñ a reas Eleonora da g-Cosimo Iañ de' Medici e 1539, pa oa en he 17 vloaz. Edo Cosimo o klask ur bried d'e sikour da greñvaat e bouez politikel. He c'havout a reas gant merc'h nemeti besroue Naplez, eus un tiegezh pinvidik evel ar mor hag he zad unan eus an dud pouezusañ a oa en Itala d'ar poent. Gant an dimeziñ-se e teue en tiegezh Medici ar gwad uhel a vanke c'hoazh evit bezañ a live gant roueed Europa, hag ouzhpenn liammoù gant kurunenn Spagn, a dennfe he soudarded eus e zouaroù .

Ouzhpenn da se eo brudet Eleonora evel unan eus kaerañ merc'hed hec'h amzer: meleganez he daoulagad glas, he dremm un hirgelc'h disi, dous hec'h enebañs ha meurdez enni... Hoalusañ gwreg an tiegezh abaoe Lucrezia Tornabuoni.

Gant he zad e voe kaset da Firenze da lidañ an eured . Eno en em gavas gant danvez he fried, en e ugent vloaz, evit ar wech kentañ e villa di Poggio a Caiano. Graet e voe an eured war an ton bras en iliz Santa Maria Novella, ha fest a voe war-lerc'h.

He bugale[kemmañ]

A-raok-se e oa bet lignez Medici e dañjer da vont da get. Pa oa bet roet ur pennhêr, hag un dornad hêred all, d'he fried, ha merc'hed a roje tro da ober dimezioù talvoudus gant tiegezhioù bras eus Italia pe broioù all, e voe digoret ur marevezh a beoc'h hag a stabilded e dugelezh Toskana. Daou eus he mibien, Francesco ha Ferdinando, a renas evel Duked.

Unnek bugel o doe Cosimo hag Eleonora, ha pemp mab (Francesco, Giovanni, Garzia, Ferdinando, ha Pietro) ha ne varvjont ket en-bugale. Da neuze , abalamour d'an dorzhellegezh a veze o ren e Firenze, ez ae tud uhel kêr d'ober chomadennoù war an aod, met eno e oa un dañjer all, hini ar malaria. Evel-se e varvas Maria, Giovanni ha Garzia. Tri a varvas en-bihanik. Francesco, Dug-meur Toskana, ha Lucrezia a varvas, e barr o brud, gant ar c'hontamm moarvat (a zo bet prouet evit Francesco e dibenn ar bloaz 2006. Isabella a voe krouget gant he gwaz. Pietro, a lazhas e wreg, n'en doe ken bugale nemet besterd. N'eus nemet war anv Ferdinando, Dug-meur Toskana, ne deuas ket brud fall.

Skeudenn Anv Ganet Marvet Oad an den pa varvas Penaos e varvas
Agnolo Bronzino - Maria (di Cosimo I) de' Medici.jpg
Maria
3 Ebrel 1540 19 Du 1557 17 Marvet gant ar malaria
FrancescodeMedici.jpg
Francesco I
25 Meurzh 1541 19 Here 1587 46 Eurediñ a reas da Janed Aostria ha war-lerc'h da Bianca Cappello.
Isabella de' Medici.jpg
Isabella
31 Eost 1542 15 Gouhere 1576 34 Krouget e voe gant he fried, Paolo Giordano Orsini
Giovanni de' Medici as a Child.jpg
Giovanni
29 Gwengolo 1543 20 Du 1562 19 Kardinal, marvet gant ar malaria
Agnolo Bronzino, ritratto di Lucrezia de' Medici.JPG
Lucrezia
14 a viz C'hwevrer1545 21 a viz Ebrel1561 16 Dimezet da Alfonso II d'Este, dug Ferrara, krediñ a c'haller e voe kontammet gant he fried
Solid white.png
Pietro (Pedricco)
10 a viz Eost 1546 9 a viz Mezheven 1547 10 miz
Angelo Bronzino 073.jpg
Garzia
5 a viz Gouhere 1547 12 a viz Kerzu1562 15 Marvet gant ar malaria
Solid white.png
Antonio
1añ a viz Gouhere 1548 1548 0
Ferdinando I de' medici as a child, Agnolo Bronzino.jpg
Ferdinando
30 a viz Gouhere 1549 17 a viz C'hwevrer 1609 60 Già cardinale, dimezet da Cristina di Lorena
Solid white.png
Anna
10 a viz Meurzh 1553 6 a viz Eost 1553 Tost da 5 miz
Don Pietro medici o.JPG
Pietro
3 a viz Mezheven 1554 25 a viz Ebrel 1604 50 Dimeziñ a reas da Dianora di Toledo hag he lazhañ a reas en abeg d'hec'h avoultriezh ; addimeziñ a reas e 1593 da Beatriz de Meneses

Poltred[kemmañ]

Ur poltred all zo anezhi diwar zorn Bronzino: Eleonora Toledo hag he mab‎.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.