Lucrezia Tornabuoni

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Lucrezia Tornabuoni, a greder emañ diwar zorn Domenico Ghirlandaio, National Gallery Washington D.C..
Domenico Ghirlandaio, teir itron, munud eus Ganidigezh ar Badezour , Cappella Tornabuoni, Santa Maria Novella, Firenze (Lucrezia, c'hoar da Giovanni Tornabuoni, eo ar goshañ en tu dehoù).

Lucrezia Tornabuoni a oa ganet e Firenze en 1425 ha marvet d'an 28 a viz Meurzh 1482, a oa pried Piero di Cosimo de' Medici, ha mamm Lorenzo de' Medici. Dre ma oa merc'h Francesco Tornabuoni, un ozhac'h a ouenn uhel e Firenze e roas tro d'an tiegezh Medici da dostaat ouzh an noblañs.

Barzhez italianek e oa ivez.

Mignonez e oa da dud evel Luigi Pulci pe Agnolo Poliziano.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

Dimeziñ a reas da Biero mab da Cosimo de' Medici e 1444, un den nab bloaz koshoc'h egeti, speredek ha troet gant an arzoù hag ar sevenadur. An tiegezh Tornabuoni en doa harpet Cosimo da zistreiñ da Firenze eus e harlu, hag un arouez eus an emglev etre an daou diegezh e oa an dimeziñ-se.

Anv Manet Marvet Notenn
Maria 1445 1472 Dimezet da Leonetto de' Rossi
Bianca 1446 1488 Dimezet da Guglielmo de' Pazzi
Lucrezia detta Nannina 1447 1493 Dimezet da Bernardo Rucellai
Lorenzo lesanvet “il Magnifico 1449 1492 Aotrou Firenze, dimezet da Clarice Orsini
Giuliano 1453 1478 Muntret e-kerzh Irienn ar Re Pazzi. Ur mab en doe gant Fioretta Gorini hag a voe anvet da bab, Clemente VII
Ur mab Dianav e anv ha deiz e c'hanedigezh, marvet en bugel
Ur mab all Dianav e anv ha deiz e c'hanedigezh, marvet en bugel
Giovanni Mab bastard, a zimezas da Luigia di Giovanni de' Medici