Isabella de' Medici

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Isabella de' Medici, gant Alessandro Allori, dastumad prevez, Bro-Saoz.
Isabella de' Medici, gant by Alessandro Allori, Uffizi, Firenze.

Isabella Romola de' Medici (Firenze 1542 – Cerreto Guidi 15 a viz Gouhere 1576) a oa merc'h da Cosimo Iañ de' Medici, Dug-meur Toskana, ha d'e bried Eleonora di Toledo. Brudet eo evel ur plac'h eus ar c'hoantañ hag an desketañ eus hec'h amzer. Lazhet e voe gant he fried.

Taolenn

[kemmañ] He buhez

Ganet e oa e Firenze, ha deskadurezh vat a voe roet dezhi evel d'he breudeur ha c'hoarezed.
En 1553, pa ne oa nemet 11 vloaz, e voe dimezet Isabella da Paolo Giordano Orsini, condottiero feuls ha kriz a zalc'he Dugelezh Bracciano, er c'hreisteiz da Doskana.
En 1558 e voe graet an eured. Kontrad a voe graet etre he zad hag he fried ha gallout a rae Isabella derc'hel da vevañ e Firenze, ha n'eo ket gant he fried , muioc'h a frankiz he doa eget merc'hed hec'h amzer ha muioc'h a vestroni war hec'h aferioù ivez.
Goude marv he mamm e voe evel itron Firenze, e-pad ur pennad, hag e tiskouezas pegen ampart e oa war ar politikerezh. Meur a golladenn a reas ha bugel ebet n'he doe a-raok tostaat d'he zregont vloaz, pezh a ziskoueze e oa dieupoc'h eget an darn vrasañ eus maouezed hec'h amzer.
Kaoz a voe eus he darempred gant Troilo Orsini, he fried, a oa bet karget gant e genderv Paolo Giordano da ziwall anezhi e-keit ma veze Paolo gant e labour en arme. Dont a reas an ozhac'h da glevout ar gaoz, evit brasañ gwalleur e wreg, rak goude marv he zad ne oa den galloudek ken evit he gwareziñ, hag an dug-meur nevez, he breur Francesco, ma ne gemeras ket perzh en aozadur ar muntr, ne savas ket a-enep ar muntrer e doare ebet.

Krouget e voe Isabella gant he fried er Villa Medicea di Cerreto Guidi, e-tal Firenze. Evit Troilo a voe lazhet e Paris un toullad mizioù goude .


[kemmañ] He bugale

Tri bugel o doe Paolo Giordano hag Isabella:

  • Francesca Eleonora, lesanvet Nora ( 1571- 1634); a zimezas d'he c'henderv Alessandro Sforza, dug Segni;
  • Isabella (1571 - 1572);
  • Virginio Orsini (1572 - 1615), a voe dug war-lerc'h e dad .

[kemmañ] Tasmant

Hervez ar vrud e vez gwelet tasmant Isabella a-wechoù en un toullad lec'hioù ma vevas-hi, ha betek er c'hastell Odescalchi, war lez al lenn Bracciano, nepell diouzh Roma.

[kemmañ] Pennad kar

[kemmañ] Lennadurezh

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all