Eleonora Toledo hag he mab
Eus Wikipedia
| Poltred Eleonora di Toledo gant he mab Giovanni | |
| Angelo Bronzino, war-dro 1545 | |
| Eoullivadur war goad | |
| 115 × 96 cm | |
| Uffizi | |
| Firenze | |
| Italia | |
Eleonora di Toledo gant he mab Giovanni a zo un eoullivadur war goad , dezhañ cm 115 × 96 , graet e 1545 gant al livour italian Bronzino.
War ziskouez emañ er Galleria degli Uffizi e Firenze.
Poltred Eleonora di Toledo (1522-1562), dugez Firenze, eo. Pried e oa da g-Cosimo Iañ de' Medici. Amañ en he gweler gant unan eus he unnek bugel. Daoust da anv an daolenn ez eus dizemglev diwar-benn piv eo ar mab poltredet, pe Francesco, ganet e 1541, pe an eil mab Giovanni ganet e 1543.
Er sae a weler e voe beziet Eleonora, met miret eo bet ha war ziskouez emañ er Palez Pitti e Firenze.