29 Gwengolo
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 939 : emsavadeg ar Vretoned a-enep an Normaned, mistri war ar vro. Lazhet eo Penntiern ar re-mañ, Felecanus.
- 1364 : Emgann an Alre. Trec'h Yann Moñforzh war lu gall-brezhon Charlez Bleaz. Beltram Gwesklin, prizoniat.
- 1902 : kas a ra Emil Combes ur c'helc'hlizher hag a verz ar brezhoneg en ilizoù Breizh.
- 1972 : bet roet Kolier an Erminig da René Pleven, e Pondivi.
- 1990 : bet roet Kolier an Erminig da Chanig ar Gall ha Charlez ar Gall, Milig ar Skañv (Glenmor), Joseph Martray hag Alberzh Trevidig, en Alre.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1547 : Miguel de Cervantes, skrivagner spagnolek († 22 a viz Ebrel 1616 e Madrid).
- 1571 : Il Caravaggio, (Michelangelo Merisi da Caravaggio) livour italian († 18 a viz Gouere 1610 e Porto Ercole (Italia)).
- 1758 : Horatio Nelson, amiral saoz.
- 1765 : Karl Ludwig Harding, steredoniour alaman († 31 a viz Eost 1834 e Göttingen (Alamagn a-vremañ)).
- 1816 : Paul Féval, romantour breizhat.
- 1864 : Frañsez-Mari Kadig, beleg, dastumer kanaouennoù ha kontadennoù Bro-Gwened († 27 a viz Gouere 1929 e Sant-Yann-Brevele).
- 1910 : Isakas Vistaneckis, mestrc’hoarier echedoù lituanian.
- 1929 : Luciano Lilloni, mestrc'hoarier echedoù italian.
[kemmañ] Marvioù
- 1364 : Charlez Bleaz e-pad emgann An Alre, lakaet da zen eürus (gwenvidig) gant an Iliz katolik roman.
- 1435 : Isabeau Bavaria.
- 1902 : Émile Zola, skrivagner gall.
- 1950 : Félix Trochu, beleg, diazezer ar gelaouenn bemdeziek Ouest-Éclair.
- 1976 : Yann-Kel Kernalegenn, brogarour breizhat, lazhet gant ar vombezenn a gase d'ur c'hazarn.
- 2007 : Michel Denis, kelenner istor e skol-veur Roazhon (° 1931).
- 2010 :
- Georges Charpak, fizikour gall, Priz Nobel ar fizik (° 8 a viz Meurzh 1924 e Dąbrowica (Polonia d'ar mare-se)).
- Tony Curtis, aktour amerikan, (° 3 a viz Mezheven 1925 e New York (Stadoù Unanet)).
[kemmañ] Lidoù
Sant an deiz : Sant Mikael.
- Iliz katolik roman:
- Sant Mikael, arc'hael ha Sant Gabriel ha Sant Rafael hag an holl aeled.