2 Gwengolo
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1192 : gant un emglev etre ar Sultan Saladin ha Richarzh Kalon Leon ez eus lakaet fin d’an Trede kroaziadeg.
- 1666 : Tan-gwall bras Londrez a bad tri devezh ha distrujet ez eus 10 000 savadur e kêr-benn Bro-Saoz.
- 1781 : krouet e oa bet kêr Los Angeles.
- 1807 : morlu Breizh-Veur a dag Kopenhagen evit mirout ouzh Danmark da godianañ gant Napoléon Bonaparte.
- 1866 : emsavadeg e Kreta a-enep yev an Durked.
- 1870 : en Emgann Sedan eo trec’h ar Brusianed ha prizoniet eo an impalaer Bro-C'hall Napoleon III gant 100 000 eus e soudarded.
- 1944 : dieubet eo Sezambr, e-tal Sant-Maloù.
- 1945 : diskleriadur dizalc’hidigezh Viêt Nam, e stumm Republik demokratel Viêt Nam.
- 1981 : digoradur kentañ kendalc’h Solidarność e Polonia.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1808 : Louis Napoléon Bonaparte, prezidant ar Republik Gall etre 1848 ha 1852, hag impalaer ar Frañsizien etre 1852 ha 1870.
- 1923 : Rene Thom, jedoniour gall († 2002).
- 1939 : Jack Lang, politikour gall.
- 1952 : Jimmy Connors (lesanvet Jimbo), c'hoarier tennis amerikan.
[kemmañ] Marvioù
- 1865 : William Rowan Hamilton, matematikour ha fizikour iwerzhonat (° 4 a viz Eost 1805 e Dulenn (Iwerzhon)).
- 1872 : Nikolai Grundtvig, skrivagner ha prederour dan (° 1783).
- 1910 : Henri Rousseau, livour gall (° 1844).
- 1937 : Pierre de Coubertin, adsaver ar C’hoarioù Olimpek (° 1863).
- 1969 : Hô Chi Minh, prezidant Viêt Nam (° 1890).
- 1973 : J. R. R. Tolkien, skrivagner saoznek (° 1892).
[kemmañ] Lidoù
- er Relijion gatolik :
- Vietnam : Devezh ar vro (dizalc’hidigezh diouzh Frañs e 1945)