5 Gwengolo
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1666 : dibenn Tan-gwall bras Londrez goude tri devezh. Distrujet ez eus 10 000 savadur e kêr-benn Bro-Saoz.
- 1800 : kouezhañ a ra Malta etre daouarn morlu Breizh-Veur, goude bezañ bet aloubet ur pennadig gant soudarded c’hall Napoleon I.
- 1903 : dalc'het eo c'hwec'hvet kendalc'h Kevredigez Broadel Breiz e Lesneven : dibabet eo ar vBro goz ma zadou evel kan broadel Breizh d'an degouezh-mañ.
- 1946 : Emglev Gruber-De Gasperi etre Aostria hag Italia, war statud emrenerezh Su Tirol.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1187 : Loeiz VIII, roue Bro-C'hall († 1226).
- 1638 : Loeiz XIV, roue Bro-C'hall († 1715).
- 1731 : Charles Cornic du Chesne, marc'hadour ha kourser.
- 1905 : Maurice Challe, nijer ha jeneral gall. Kemer a reas perzh e putsch ar jeneraled en Aljer.
- 1942 : Werner Herzog, saver filmoù alaman.
- 1946 : Freddie Mercury, kaner er strollad Queen († 1991).
- 1978 : Zhang Zhong , mestrc'hoarier echedoù sinaat.
[kemmañ] Marvioù
- 1201 : Konstañs, Dugez Breizh (° 1161)
- 1803 : Pierre Choderlos de Laclos, skrivagner gall
- 1857 : Auguste Comte, prederour gall
- 1891 : Lan Inizan, skrivagner brezhonek (° 29 a viz Du 1826 e Gwinevez).
[kemmañ] Lidoù
Sant an deiz : Sant Konneg