Caspar David Friedrich

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Emboltred savet war-dro 1810

Caspar David Friedrich (Greifswald (Pomerani Sued), 5 a viz Gwengolo 1774 - Dresden, 7 a viz Mae 1840), a zo unan eus arzourien romantel bennañ Alamagn en XIXvet kantved.


[kemmañ] E vuhez

Ganet e voe d'ar 5 a viz Gwengolo 1774 e Greifswald. En akademiezh arzoù-kaer Kopenhagen e studias. E 1798 ez eas d'en em staliañ e Dresden, hag eno e voe ezel ur c'helc'h arzourien ha skirvagnerien levezonet gant ar romantelezh. En e dresadennoù kentañ e weler dodennoù a gaver en-dro en e oberenn : traezhennoù meinek, plaenennoù ha lanneier, menezioù difin ha gwez a ya war-du an oabl.