30 Gwengolo
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1399 : Henry IV a ya da roue Bro-Saoz.
- 1813 : Emgann Barbula, Simon Bolivar a drec'h Santiago Bobadilla.
- 1938 : dibenn kendiviz München.
- 1945 : eil tro an dilennadegoù kanton.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1227 : Nikolaz IV, pab († 1292).
- 1679 : Jacques Cassard, kabiten fourgadenn ha kourser breizhat (ha gall) († 21 a viz Genver 1740 en Ham).
- 1732 : Jacques Necker, politikour gall ganet e Suis, ministr roue Bro-C'hall († 1804).
- 1924 : Truman Capote (Truman Streckfus Persons diouzh e anv gwir), skrivagner stadunanat († 25 a viz Eost 1984 e Los Angeles).
- 1928 : Elie Wiesel, skrivagner amerikan ganet e Bro-Romania, priz Nobel ar Peoc'h.
[kemmañ] Marvioù
- 1246 : Yaroslav II Rusia.
- 1944 : Paul Ladmirault, sonaozour breizhat (ha gall).
- 1985 : Simone Signoret (Henriette Charlotte Simone Kaminker diouzh hec'h anv gwir), aktourez c’hall (° 25 a viz Meurzh 1921 e Wiesbaden (Alamagn)).
- 1994 : Henri Pollès, skrivagner gall, romantour, barzh ha saver esaeoù (° 13 a viz Gouere 1909 e Landreger).
[kemmañ] Lidoù
Sant an deiz : Sant Louri anvet ivez Sant Leri, beleg ha penitiour brezhon e koad Pourc'hoad († VIIvet kantved)
- Iliz katolik roman
- Sant Gregor ar Sklerijenner, abostol kentañ Armenia († 326)
- Sant Jerom, beleg ha doktor an Iliz († 419)