Monica Bellucci

Eus Wikipedia
Monica Bellucci
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhItalia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMonica Bellucci Kemmañ
Anv ganedigezhMonica Anna Maria Bellucci Kemmañ
Anv-bihanMonica, Anna, Maria Kemmañ
Anv-familhBellucci Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Gwe 1964 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCittà di Castello Kemmañ
PriedVincent Cassel Kemmañ
Kompagnun(ez)Tim Burton, Nicola Farron Kemmañ
BugelDeva Cassel, Léonie Cassel Kemmañ
Yezh vammitalianeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg, galleg, saozneg, spagnoleg Kemmañ
Micheraktour sinema, model, voice actor, aktour, fashion model Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Perugia Kemmañ
Deroù ar prantad labour1977 Kemmañ
Liv an daoulagadgell Kemmañ
Liv ar blevdark brown hair Kemmañ
Prizioù resevetMarc'heg al Lejion a Enor, Donostia Award Kemmañ
Bet kinniget evitJameson People's Choice Award for Best Actress Kemmañ
Dileuriet gantElite Model Management, Storm Management Kemmañ
Monica Bellucci, 2009.

Monica Bellucci zo un aktourez italian ganet d'an 30 a viz Gwengolo 1964 e Città di Castello, en Ombria, Italia. Gouzout a oar komz italianeg, galleg ha saozneg flour.

D'he 18 vloaz he doa lakaet hec'h anv e skol-veur Perugia evit studiañ ar gwir. Evit paeañ he studioù e oa krog da vezañ diskouezerez-giz. Daou vloaz war-lerc'h e oa paouezet gant he studioù da vont da Vilano, sinet ganti ur gevrat e ti Elite.

War un dro gant he micher e oa krog da gemer kentelioù war arz ar c'hoariva. c'hoari a reas neuze en ur film-skinwel savet gant Dino Risi, Vita coi figli (1990), a-raok c'hoari e-barzh La Riffa (1991) gant Francesco Laudadio. Gant Francis Ford Coppola goude e voe kinniget dezhi un tammig tremen en e film Dracula (1992).

Labourat a reas war-dro un nebeud filmoù en Italia, a-raok erruout e Bro-C'hall, ma c'hoarias e-barzh L'Appartement (1996), ur film gant Gilles Mimouni, a dalvezo dezhi bezañ meneget en abadenn ar Césars evel "gwellañ danvez-aktourez".

E-keit ma oa-hi oc'h ober ar film dister-se eo e tegouezhas gant Vincent Cassel, a zo deuet da vezañ he gwaz, hag he deus bet ur verc'h gantañ, Deva hec'h anv, d'an 12 a viz Gwengolo 2004.

Gwaz ha gwreg a vo gwelet a-gevret er film Dobermann (1997) gant Jan Kounen hag Irréversible (2002) gant Gaspar Noé, ma c'hoari ur wreg gwallet, hag er fim spierezh Agents secrets (2004) gant Frédéric Schoendoerffer.

Gwelout a reer anezhi ivez e filmoù gall arc'hantet-bras evel Le Pacte des loups (2001) hag Astérix et Obélix : Mission Cléopâtre (2002): hi eo Kleopatra.

Monica Bellucci e Cannes

War un dro e krog da c'hoari e filmoù amerikan. Kemer a ra lec'h Romy Schneider e Suspicion (2000), ar film amerikan savet diwar ar film gall Garde à vue, ha goude gant Bruce Willis e-barzh Les Larmes du soleil (2003), ur film brezel savet gant Antoine Fuqua.

A-unan gant Lambert Wilson e vo gwelet e daou eus ar filmoù Matrix : Matrix reloaded ha Matrix revolutions. Hag ivez evel Mari-Madalen e film Mel Gibson Pasion ar C'hrist (2004). Lubaniñ a ra Ar vreudeur Grimm hag ar filmaozer Terry Gilliam. Splannañ a ra e Le Concile de Pierre (2006) ar filmaozer gall Guillaume Nicloux.

E 2007 e voe gwelet o c'hoari ar bolitikourez Sonia Gandhi en ur film nevez: dibabet e oa bet un tamm peogwir eo italianez evelti.

Skeudenn vrav, miret mat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 1997 eo patrom miret ar marc'hadour bravigoù Cartier er bed. Monica Belluci a zo 1m78 ment dezhi.

Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2018 e oa bet pedet da Zinarzh[1].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. https://www.francebleu.fr/infos/culture-loisirs/une-facture-inattendue-de-28-000-euros-pour-monica-bellucci-au-dinard-film-festival-1561543438?utm_medium=Social&utm_source=Facebook