19 Gwengolo
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1793 : emgann e Beuzid-Klison etre ar Republikaned ha ar Vandeidi.
- 1893 : e Zeland Nevez e roer ar gwir da votiñ d’ar merc’hed.
- 1930 : korventenn e Breizh: 27 bag kollet, mervel a ra 203 fesketour eus Groe, An Intel, Pleheneg, Porzh-Loeiz, Konk-Kerne ha Douarnenez abalamour d'ar gorventenn, o lezel 127 intañvez ha 193 emzivad war o lerc'h [1].
- 1944 : dieubidigezh Brest : aloubet eo bet kloziad ar gêr gant an 8vet arme amerikan.
- 1949 : kimiadiñ a ra Jean-Yves Le Toumelin diouzh ar Groazig (Liger-Atlantel) evit ober tro ar bed war e vag-dre-lien "Kurun".
- 1977 : digoret ez eus teir skol-vamm vrezhonek gant Diwan e Gwitalmeze, Kemper ha Plouneour-Menez.
- 2006 : Taol-stad an arme e Thailand.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1551 : Herri III, roue Bro-C'hall († 2 a viz Eost 1589 e Saint-Cloud).
- 1754 : Joseph Fouché, politikour, ministr an Diabarzh e prantad kentañ an Impalaeriezh c'hall kentañ.
- 1909 : Vefa de Bellaing, bet ganet Geneviève (Jenovefa e brezhoneg) Charbonnier de Sireuil, songarourez, emsaverez yezh ha sevenadur Breizh ha barzhez (Soaz Kervahe hec'h anv-pluenn) († 16 a viz Ebrel 1998 e Gwengamp).
- 1911 : William Golding, skrivagner saoznek, tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh († 19 a viz Mezheven 1993 e Perranarworthal (Kernev-Veur)).
- 1934 : Brian Epstein, gwazour arzel hag alier ar strollad The Beatles adalek 1961 betek e varv († 27 a viz Eost 1967 e Londrez).
Marvioù [kemmañ]
- 1710 : Ole Rømer steredoniour dan (° 1644).
- 1797 : Lazare Hoche, jeneral da vare an Dispac'h gall (° 25 a viz Mezheven 1768 e Versailles).
- 1843 : Gaspard-Gustave Coriolis, skiantour gall (° 1792).
- 2010 : José Antonio Labordeta, kaner, skrivagner ha politikour spagnol (° 1935)
Lidoù [kemmañ]
Sant an deiz : Sant Winnog
- Iliz katolik roman
- Sant Genver, eskob Benevento (Italia), merzher ha gwarezer Kêr-Napoli († 305).
- Sant Teodor, arc'heskob Kêrgent (Canterbury) († 690)
- Sant Sezni eskob-abad e Bro-Iwerzhon, enoret e meur a lec'h e Breizh († 7vet kantved)
- Emziskouezadenn ar Werc'hez Vari er Saletta (Italia) e 1846
hervez an iliz katolik