John Ronald Reuel Tolkien

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Tolkien e 1916

John Ronald Reuel Tolkien, berraet alies e J. R. R. Tolkien (« Ronald » evit e familh), a zo bet ganet d'an 3 a viz Genver 1892 e Bloemfontein (Suafrika) , ha marvet d'an 2 a viz Gwengolo 1973 e Bournemouth (Bro-Saoz). Brudet eo abalamour d'e benn-oberenn The lord of the rings.

Tolkien a zo bet kelenner e skol-veur Oxford adalek 1925 betek 1949, ha kelenner war ar yezhoù, ha war al lennegezh saoz adalek 1945 betek 1959. Mignon da C.S.Lewis, ezel eo egiztañ eus ur strollad lennegel anvet Inklings. Goude e varv, e dredre mab Christopher a embann meur a levrioù o kemer harp eus skridoù e dad, en o zouez, The Silmarillion. Gant Bilbo an Hobbit ha The Lord of the Rings, al levrioù-se a sav un hollad a istorioù, barzhonegoù, yezhoù savet e douar Arda, ijinet gant Tolkien, Middle-earth o vezañ ar c'hevandir pennañ. Abaoe 1950 eo bet roet gant Tolkien an anv legendarium d'e skridoù. Bras eo bet an niver a dud oc'h embann levrioù war ar fantasy a-raok Tolkien, met den ebet ne oa deuet a-benn da zesachañ kement a dud eget evit Bilbo an Hobbit ha The Lord of the Rings. Adganet eo ar Fantasy, ha lavaret eo bet neuze e oa Tolkien tad ar Fantasy arnevez. E levrioù o deus bet ul levezon bras war ar skrivagnerien all. E 2008, ar gazetenn The Times en deus lakaet Tolkien er 6vet renk eus an 50 skrivagner brasañ ar Rouantelezh-Unanet abaoe 1945.

Taolenn

[kemmañ] E vuhez

[kemmañ] E yaouankiz

John Ronald Reuel Tolkien a zo ganet d'an 3 a viz Genver 1892 e Bloemfontein, eus e dad Arthur Reuel Tolkien, bankour, (1857–1896) hag e wreg Mabel, ganet e Suffield (1870–1904). Kuitaat a reont bro Saoz un nebeut bloavezhioù a-raok ma vije ganet John, d'ar mare ma 'z eo anvet e penn Bank Afrika e Bloemfontein. Mabel a zistro da vro Saoz e mi Ebrel 1895 gant he 2 vab. He gwaz a varv dre ur remm a-raok bezañ bet gellet adkavout anezho, d'ar 15 a viz C'hwevrer 1896. Dre ma ne c'hounez ket arc'hant ken, abalamour ma oa he gwaz o labourat hag hi o tiwall ouzh ar vugale, e za da vevañ e ti he zud, e Birmingham, ha da c'houde-se Sarehole, e Su ar gêr. Mabel a ra war dro he daou mab e-unan. Deskiñ a ra Mabel da Ronald skiant ar plantoù, al latin hag ar galleg (ne blij ket dezhañ ar sonioù). Lenn a ra kalz Ronald : Ne blij ket dezhañ Treasure Island pe C'hoarier fleuit Hamelin, mais dedennet-kenañ eo gant istorioù war an Indianed, ha levrioù skrivet gant George MacDonald ha kontadennoù Andrew Lang. Tolkien a zegouezh er King Edward's School e Birmingham e 1900. Ar memes bloavezh, Mabel Tolkien a zo degemeret en Iliz Katolik Roman, daoust da glemmoù a-berzh e familh hag a baouez da vouetañ anezhi. Mervel a ra e 1904, gant ur c'hleñved liammet gant an diabet. A-raok mervel he doa fiziet he bugale d'an tad Francis Morgan.

[kemmañ] Studioù

E 1908, Tolkien, hag a zo 16 vloaz, a gej gant Edith Bratt, kozhoc'h egetañ eus 3 bloaz, pa 'n em stailont er memes tour uhel. An daou emzivad a gouez e karantez , met an Tad Morgan a zo a-enep an darempred-mañ, ouzhpenn-se, Edith a zo protestant. E 1911, Tolkien a sav gant e vignoned eus ar King Edward's School Rob Gilson ha Christopher Wiseman, an Tea Club Barrovian Society, ur gevredigezh e-lec'h ma 'z eo boaziet an dud da gemer ur bane Te er Barrow's Stores, a zo nepell eus ar skol, hag e-barzh levraoueg ar skol, ar pezh a zo difennet e gwirionezh. Goude bezañ kuitaet ar skol, ar 4 mignon a gendalc'h da gejañ assambles, hag e miz kerzu 1914 en em gavont e Londrez, e ti Wiseman. Adalek ar mare-se e ouezhomp e plij dezhañ skrivañ barzhoniezh. E-pad an hañv 1911, Tolkien a za da veajiñ e bro Suis, hag en ul lizher skrivet gantañ e 1968 e lavaro en do ar veaj-se awanet anezhañ e Bilbo an Hobbit. Devezh e 18 vloaz, Tolkien a skriv il lizher da Edith evit goulenn un eured. Honnezh hag a ranke dimeziñ gant unan all, a baouez e eured, hag en dreiñ a ra d'ar relijion katolik, war goulenn Tolkien. Dimeziñ a reont d'an 22 a viz Meurzh 1916 e Warwick, un tamm a-raok ma zafe Tolkien kuit d'ar brezel.

[kemmañ] Ar Brezel bed gentañ

Tolkien a za d'ar brezel gant arme bro Saoz, ha dont a ra da vezañ is-letanant e touez fuzuilhourien Lancashire. Goude bezañ gourdonet e-pad 11 miz er Staffordshire, kaset eo da vro C'hall e miz Even 1916. E-pad emgann ar Somme, Tolkien a zo ofiser an treuzkas. Klañv eo gant Terzhienn an trancheoù, dre-se eo adkaset da vro Saoz d'an 8 a viz Du 1916.


32px-Labour zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.