Legolas
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Legolas a zo un elf sindar e-barzh Aotrou ar Gwalennoù, un heuliad levrioù skrivet gant ar skrivagner saoznek J.R.R. Tolkien. Unan eus harozed pennañ ar romant eo. Mab eo da Dhranduil, roue elfed ar C'hoad Du. Legolas Deliennc'hlas (Greenleaf e saozneg) a zegouezh da vare Kuzul Elrond e 3018 an Trede oadvezh. Ezel eo eus Kumuniezh ar Walenn, evel dileuriad an Elfed. Kamalad ar C'horr Gimli eo.
E bouez dister e darvoudoù Brezel ar Walenn avat a arouez diskar levezon gouenn an Elfed ha kresk hini an Dud. Hervez Tolkien "Legolas zo moarvat an hini eus an nav baleer a ra an nebeutañ[1].
An aktour Orlando Bloom a c'hoari Legolas e filmoù Peter Jackson.
Anvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An anv Legolas zo savet gant ar gerioù sindarin laeg, « glas » ha golas « hollad delioù, del »[2]. Lenn a reer un anv kevatal e quenya, Laiqalassë (eus laica, « glas » ha lassë, « delioù »), e The Book of Lost Tales, ma kinnig Tolkien ivez un etimologiezh doubl eus Legolas a oa dilezet diwezhatoc'h moarvat : dont a rafe anv Legolas eus ur c'hemmesk etre Laigolas « delienn c'hlas » ha Legolast « sell lemm »[3].
E stumm hir film Peter Jackson, The fellowship of the ring, Haldir a ra Thranduilion, « mab Thranduil », eus Legolas pa erru e Lothlórien.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Contes et Légendes inachevés, le Troisième Âge, p. 190
- ↑ Lizhiri Tolkien p. 382
- ↑ The Book of Lost Tales p. 353
|