Quenya
Eus Wikipedia
| Quenya (Quenya) |
|
|---|---|
| Eil yezh hepken | |
| Perzhioù | |
| Komzet e : | er bed-faltazi Arda |
| Rannved : | e Valinor ha Beleriand |
| Komzet gant : | un nebeut a dud a ra ganti dre skrid |
| Familh-yezh : | Yezh savet a-ratozh
|
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | nep lec’h |
| Akademiezh : | |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | eo |
| ISO 639-2 | art |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | qya |
| Deuit da welet ivez Yezh. | |
Unan eus ar yezhoù komzet gant an elfed e-barzh oberenn Tolkien eo Quenya. Homañ a oa ar yezh implijet gant an elfed na oan ket elfed telerin, elfed tizhet Valinor ganto, hag a zeue eus ur yezh koshoc'h, Eldareg boutin e anv. Eus ar C'hendieg kentañ e teue hemañ. E-touez teir ziegezh an elfed e rae div anezho - an noldor hag ar vanyar - gant rannyezhoù un tammig disheñvel an eil ouzh eben met pas a-walc'h da vezañ divarrek da gomprenn an eil egile. Implijet e voe ar yezh gant ar Valared ivez.
Quenya ne oa ket ur yezh vev ken da vare an Trede Marevezh e Middle-Earth. Sindarin e komze darn vrasañ an elfed tra ma rae mab-den gant ar Westron. Er skridoù ofisiel hag en anvioù-lec'h e voe implijet c'hoazh, avat, evel al Latin e-pad ar Grennamzer
[kemmañ] Liammoù diavaez
|
|||||||||||