An Hobbit

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Pajenn gentañ embannadur amerikanek kentañ The Hobbit.

An Hobbit, pe eno ha distro (e saozneg : The Hobbit, or There and Back Again) zo ul levr saoznek bet skrivet gant J.R.R. Tolkien hag embannet e 1937 gant George Allen & Urwin. Troet eo bet e brezhoneg gant Alan Dipode e 2001.

Kontañ a ra istor Bilbo Sac'heg, un Hobbit, a ya gant trizek Korr hag ur Strobineller d'an Douaroù Gouez evit adkavout un teñzor bras kollet gant ar Gorrien e Menez Erebor, en abeg d'un aerouant, Smaug an Hollgaer.
E-kerzh ar veaj e tizolo an Hobbit ur walenn hud.

Berzh bras en deus graet al levr-se, ken e oa bet goulennet un heuliad digant Tolkien gant e embannerien, un heuliad hag a deuas da vezañ The Lord of the Rings ("Aotrou ar Gwalennoù").

Aozet e oa bet ar film An Hobbit e 2012 gant Peter Jackson.


Daveennoù[kemmañ]

  • J. R. R. Tolkien, The Hobbit or There and Back Again, 1991, HarperCollins Publishers, London, UK, ISBN 978-0-261-10200-1 (en)
  • J. R. R. Tolkien, An Hobbit, brezhoneg gant Alan Dipode, 2001, A.R.D.A., Argenteuil, FR, ISBN 978-2-911979-03-3 (br)
Open book 01.png Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.