Korr (Douar-ar-C'hreiz)

Eus Wikipedia
Thor o terc'hel e verc'h Þrúðr en ur gomz gant Alviss an dverg, a droio da vaen antronoz da darzh-an-deiz. Treset gant W. G. Collingwood, 1908

Ar gorred a zo ur ouenn eus hollved Douar-ar-C'hreiz savet gant ar skrivagner J. R. R. Tolkien.
Damheñvel int ouzh dvergar ar gwengeloù german hag a oa boudoù teñval hag a rae o annez er menezioù, liammet ouzh ar mengleuzioù, ar vetalouriezh, ar c'hovel hag ar bravigerezh. Ur galloud hud kreñv o doa.

Anv zo anezho evit ar wezh kentañ e-barzh An Hobbit (1937), ha da-c'houde en Aotrou ar gwalennoù (1954–55), hag en oberennoù dalif Tolkien evel The Silmarillion (1977), an Unfinished Tales (1980), hag en heuliad The History of Middle-earth (1983–96), embannet gant e vab Christopher Tolkien.