The Lay of Aotrou and Itroun
The Lay of Aotrou and Itroun zo ur varzhoneg saoznek, 508 gwerzenn enni, bet aozet gant John Ronald Reuel Tolkien e 1930, hag embannet e miz Kerzu 1945.
Souezhiñ a c'haller o lenn ar gerioù « Aotrou » hag « Itroun » . Savet eo an oberenn diwar skouer al « lai breton », anavezet e krennsaozneg. Kaoz zo enni eus ar bec'h a sav etre talvoudoù harozel ar varc'hegiezh ha re ar gristeniezh, diwar-bouez ar briedelezh paneveken.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
D'an 23 a viz Gwengolo 1930 ez echuas J. R. R. Tolkien skrivañ kentel gentañ The Lay of Aotrou and Itroun. War-dro dibenn ar bloavezh 1941 e labouras ar varzhoneg adarre, hag e miz Even 1945, pa oa o seveniñ ur gefridi ag enseller e Skol-veur Aberystwyth (Kembre)[1] e kinnigas an doare nevez d'e vignon Gwyn Jones, en embannas e The Welsh Review, levrenn IV, niv. 4, pp. 254-266, miz Kerzu 1945.[2]
Danvez [kemmañ]
Diwar patrom laeoù Breizh eo savet, ar pezh n'eo ket souzhus a-berzh J. R. R. Tolkien pa veze ar stumm-se erru mat e lennegezh krennsaoznek an XIIvet kantved.
Kalon an oberenn eo ar c'henniñv etre talvoudegezhioù ar varc'hegouriezh ha re ar gristeniezh, gwelet dre o doare da sellet ouzh an eured er gevredigezh.
Divugel eo ar c'houblad noblañsoù breizhat Aotrou hag Itroun, setu e ya Aotrou da glask sikour digant ur sorserez. E-kerzh gwilioud Itroun e teu ar sorserez davet Aotrou, e stumm ar Gorriganez, da c'houlenn karantez Aotrou da c'hopr. Dibab a ra Aotrou terriñ e lavar dre aberzhiñ e enor a varc'heg ha sevel a-du gant talvoudegezhioù ar Gristeniezh.
|
I gave no love. My love is wed; |
Karantez ebet ne rois. Euredet eo ma c'harantez ; |
Dre vallozh ar Gorriganez emañ Aotrou dleet da vervel a-barzh tri devezh. Ensammañ a ra Aotrou heuliad e zisentez, ha fiziout er Ragevezh :
|
In three days I shall live at ease |
A-benn tri devezh e vevin em aez |
Tri devezh war-lerc'h ez a Aotrou da Anaon, mervel a ra e wreg c'hlac'haret, ha beziet int kevret ; ne welont ket o bugel o kreskiñ eta.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ The J.R.R. Tolkien Companion and Guide, lerenn 2, pp. 486-487.
- ↑ Tolkien Gateway
Daveennoù [kemmañ]
- Christina Scull & Wayne G. Hammond, The J.R.R. Tolkien Companion and Guide, 2006, Houghton Mifflin :
- Levrenn 1 : Chronology, 1020 p., ISBN 978-0-618-39102-8
- Levrenn 2 : Reader's Guide, 1280 p., ISBN 978-0-618-39101-1
- Un embannadur divyezhek (saozneg / serbeg-kroateg) : Pesma o Otruu i Itrun, 2002, ISBN 978-86-902829-3-7