Théodore Hersart de La Villemarqué

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kervarker, poltredet gant Évariste Vital-Luminais.
Delwenn e Kemperle.

Théodore Hersart de La Villemarqué, Kervarker e brezhoneg, eo anv ur yezhour breizhat troet gant sevenadur Breizh. Ganet eo bet e Kemperle d'ar 7 a viz Gouere 1815 ha marvet d'an 8 a viz Kerzu 1895 e Kemperle ivez. Brudet eo dreist-holl evit e oberenn Barzhaz Breizh, un dastumad gwerzioù ha sonioù hengounel.

Yaouankiz Kervarker[kemmañ]

Pa oa yaouank e veve e Maner ar Genkiz e Nizon, e-kichen Pont-Aven.

E vamm, ar gontez Maria-Ursule Feydeau eus Vaugien, a ouie mat a-walc'h ar brezhoneg, ken dre gomz ha dre skrid, evit ma krogfe da zastum kanaouennoù e brezhoneg. Studier e skolaj jezuisted Gwened, tremen a ra e vakañsoù er Maner da ziskrivañ kanaouennou e brezhoneg hag o sonerezh war karnedoù dastum. Ar re-se a chomo gant ar familh betek ma vint fiziet, 150 vloaz diwezatoc'h, er c'hlasker Donatien Laurent. Ar re a gan evitañ a zo, evit ul lodenn vras, mevelion : peizanted, micherourion, servijourion...

Breizh[kemmañ]