Ar Silmarillion

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

The Silmarillion, pe Ar Silmarillion e brezhoneg, a zo ul levr saoznek, anezhañ un dastumad kontadennoù ha mojennoù skrivet gant J.R.R. Tolkien hag embannet goude e varv gant e vab Christopher Tolkien.

Ar Silmarillion a ro ur sell diwar ar bed krouet gant Tolkien hag e labour kroget e 1917 gant krouidigezh e yezhoù. Al lodenn vrasañ a gont istor an Elfed hag o brezel enep Morgoth evit adkaout ar Silmariloù, joaiuzoù bravañ ar bed hag ul lodenn all, an Akallabêth a gont istor Númenor hag e ziskar. Al lodennoù all a gont krouidigezh ar bed gant Eru Ilúvatar ha krouidigezh Gwalinier ar Galloud gant Sauron hag an Noldor e-pad an Eil Amzer.

Lec'h ar Silmarillion e-barzh bed Tolkien[kemmañ]

Ar c’hontadennoù kontet e-barzh ar Silmarillion a zo mojennoù an Elfed troet gant Bilbo Sac'heg en Imladris ha lakaet e saozneg gant Tolkien.

E-touesk ar mojennoù pouezusañ e vez kavet :

  • "Sonerezh an Ainur" (The Music of the Ainur)
  • "Eus Beren ha Lúthien" (Of Beren and Lúthien)
  • "Narn i Chîn Húrin" (Kontadenn Bugale Húrin en sindarin) kontet e-barzh pennad "Túrin Turambar"
  • "Eus Tuor ha Diskar Gondolin" (Of Tuor and The Fall of Gondolin)
  • "Eus Beaj Eärendil ha Brezel ar Fulor Bras(Of the Voyage of Eärendil and the War of Wrath)

Istor[kemmañ]

An Ainulindalë[kemmañ]

Al lodenn gentañ lakaet e-barzh ar Silmarillion a zo bet anvet Ainulindalë (Sonerezh an Ainur e quenyaeg) hag a gont krouidigezh ar bed. Ur spered anvet Eru ("An Unan") Ilúvatar ("Tad eus pep tra") a ro buhez da speredoù all eus e soñjoù, an Ainur. Diskouez a ra Ilúvatar d'an Ainur un tem, ha graet eo bet ar Sonerezh Vras ganto diwar an tem-se. Melkor avat, un Ainu a oa bet roet dezhañ ar galloud brasañ, en deus c'hoant da lakaat e soñj-eñ e-barzh ar Sonerezh ha neuze e teu dizurzh e kreiz an Ainur hag e-barzh ar Sonerezh. Goude ur mareig e sav Ilúvatar evit echuiñ an dizurzh hag evit reiñ un tem all. Teir wech e c'hoarvez an dra-se a-raok fin ar Sonerezh. Ilúvatar a ziskouez d'an Ainur ur Weledigezh eus ar Bed a zo bet krouet gant ar Sonerezh met war guzh a ya d'ar Weledigezh. Lavarout a ra neuze Ilúvatar "Eä" evit lakaat an traoù da vezañ, ha meur a Ainu a ya e-barzh Arda ("An Douar") evit sevel ar Bed. Ar re-se a zo ar Valar.

Ar Valaquenta[kemmañ]

Eil lodenn ar Silmarillion a zo ar Valaquenta ("Diskouezadur ar Valar"). Ober a ra listenn ar Valar hag ar Maiar a zo pouezus evit an istor, ha diskouez a ra o Enebour, Melkor Morgoth. Ar Valar a zo an Ainur galloudusañ a zo aet e-barzh ar bed, ha setu o anv : Manwë, Roue ar Bed, Aotrou an Aveloù, Ulmo, Aotrou ar Morioù, Aulë, an Doue-Gov, Oromë, an Doue-Chaseer, Mandos, Aotrou an Anken, Lórien, Aotroù an Huñvreoù, Tulkas, an Doue-Brezelour, Varda, Rouanez ar Stered, Yavanna, Itron an Natur, Nienna, Itron ar Druez, Estë, gwreg Lórien, Vairë, gwreg Mandos, Vána, gwreg Oromë, Nessa, gwreg Tulkas. Melkor a oa ur Vala, met kollet eo bet an titl-se gantañ abalamour d'e oberennoù du. An destenn a ziskouez ivez ar Maiar, speredoù bihanoc'h evel Eönwë, Embanner ar Valar, Ossë, en doa bleniet en Elfed da Valinor, ha Uinen, e wreg, Melian, en doa dimezet gant Elu Thingol un Aotrou-Elf, Curumo a zo un Istar anavezet evel "Saroumane" hag Olórin, un Istar all anavezet evel Gandalf ar Griz.

Ar Quenta Silmarillion[kemmañ]

Quenta Silmarillion a dalv "Istor ar Silmariloù" e quenya. Al lodenn pouezusañ eus al levr eo an hini-se, a zastum meur a gontadenn elfek diwar an Amzer kentañ ha Brezel ar Joaiuzoù.

Labourat a ra ar Valar war Arda evit sevel un oaledad mat evit an Elfed hag an Dud, met Melkor a zistruj pep tra ket ha ma vez graet. Goude ma oa bet distrujet an daou Lamp a roe gouloù d'ar Bed a ya ar Valar da Aman evit sevel ur c'hastell ouzh Melkor. Savet eo bet kêr Valinor ha krouet eo bet an div Wezenn a ro gouloù da Valinor. Ingalet eo bet ar Stered e-barzh an oabl gant Varda, ha neuze e tihun an Elfed e-kichen Cuiviénen. Dizoloet int bet gant Oromë, ha neuze eo dibabet ober brezel enep Melkor evit diwall anezho. Paket eo bet Melkor gant ar Valar, a ziviz kinnig d'an Elfed da zont en Aman, a-enep ali Ulmö koulskoude. Lod eus an Elfed a nac'h mont, met al lodenn vrasañ a gemer hent da Valinor, rannnet e tri meuriad, ar Vanyar, an Noldor, hag an Teleri. Lod eus an Teleri a ya kuit eus ar C'herzh e-pad ar veaj, ar re gentañ goude ar Menezioù Latarek, ha re all evit klask o Aotrou Elwë, en doa en em gavet gant ur Maia, Melian, ar c'harantez o sevel etrezo. An holl Vanyar, an holl Noldor hag an Teleri bleniet gant Olwë, breur Elwë a ya da Aman.

Pa sav Elwë Singollo (a vez graet anezhañ Elu Thingol e sindarin) e rouantelezh (Doriath) e Middle-earth a vev sioul an Elfed en Aman, dindan gouloù an Div Wezenn. Fëanor, mab Finwë Roue an holl Noldor, a ra joaiuzoù eus ar c'hentañ hag a zo ur gov doujet, met ne gar ket e vreudeur eus ur mamm all, Fingolfin ha Finarfin. Laosket eo Melkor da vont goude ur mare, ha kregiñ a ra ampoezoniñ skouarnoù an Elfed gant gevier diwar ar Valar hag o tiskouezh ar Rouantelezhioù Noldor a c'hallje bezañ e Middle-earth. E-pad ar mare-se a govel Fëanor ar Silmariloù, joaiuzoù bravañ ar Bed abalamour da vezañ gouloù ar Gwezenn enno.

Ar gourvenn avat a sav e-barzh kalon Melkor ha kendalc'h a ra awenañ gevier d'an Elfed betek sevel un dispeoc'h etre Fëanor ha Fingolfin. Kondaonet eo bet Fëanor d'an harlu, heuliet gant e dad Finwë. Arsailhañ a ra Melkor an Div Wezenn gant sikour Ungoliant, ur gevnidenn vras ha spontus, ha mont a reont da Formenos e lec'h ma chom Fëanor (a zo e Valinor evit ur gouel) ha Finwë. Marvet eo bet Roue an Holl Noldor ha laeret eo bet ar Silmariloù ganto. Distreiñ a ra Fëanor e Tirion, kêr an Noldored, evit sevel un emsavadeg ouzh ar Valar ha Melkor, a vez graet Morgoth anezhañ gantañ, hag evit mont da vMiddle-earth, hag ul Le spontus a zo lavaret gantañ ha gant e vibien, ul Le a lavar ne vefe savete ebet evit a re a zo ur Silmaril dezho, n'eus forzh natur a c'hallfe bezañ, Vala, Elf, Tud pe Loened. Al lodenn vrasañ eus an Noldor o deus c'hoant da vont e Middle-earth, met heuliañ a reont kentoc'h Fingolfin ha Finarfin eget Fëanor. Mont a reont da Alqualondë, porzh an Teleri, evit kemer bigi o mignoned. Ne fell ket d'an Teleri reiñ o bigi ha neuze e tiviz Fëanor arsailhañ anezho, heuliet gant arme Fingolfin a grede a oa e vreur en arvar. Drailhet eo bet an Teleri ha laeret ar bigi. Tapet eo bet an Noldor dindan Mallozh Mandos a ziouganan gwalleurioù d'an Elfed a glask ar Silmariloù. Finarfin a zibab mont en-dro da Valinor evit kaout digarez ar Valar, o tont da vezañ Roue an holl Noldor.

Fëanor n'en deus ket c'hoant da veajiñ gant e vreur ha dilezel ha ra gant e vibien Fingolfin hag e arme. Fingolfin, e vibien ha bugale Finarfin a ya da vMiddle-earth dre an Helcaraxë, an Nezert skornet, pa vordo Fëanor hag e heulierien da vBeleriand. Kregiñ a ra neuze Seziz Angband, kastell Morgoth, a bad 400 bloaz, gant un emgann e lec'h ma vez lazhet Fëanor gant Balrogoù Morgoth. Ober a ra ar Valar al Loar hag an Heol evit reiñ gouloù da vMiddle-earth, ar pezh a lakaat an Dud da zihuniñ. Sevel a ra an Noldor un nebeud rouantelezhioù e Beleriand e-kostez Rouantelezh Thingol, Doriath. Goude ur mare e teu an Dud da vBeleriand, dizoloet gant Finrod Felagund mab Finarfin, Aotrou Nargothrond. Torret eo bet Seziz Angband gant Dagor Dragollach ha lazhet eo bet Fingolfin, Roue Uhel an Noldor gant Morgoth.

Er mare-se e teu Beren, tiern Tiegezh Bëor, un den a chome bev goude an emgann diwezhañ, da zDoriath. En em gavout a ra gant merc'h Thingol, Lúthien, ha kouezhañ a reont e karantez. Dizoloet int bet gant Thingol a ginnig da Veren ur gefridi evit kaout Lúthien, kavout ha kas en-dro ur Silmaril. Dre ar gevridi-se en deus Thingol spi a vo bet lazhet Beren. Sikouret gant Felagund a ya Beren da Vinas Tirith, un ez-kastell elfek a zo da Sauron, letanant Morgoth. Lazhet eo bet Finrod Felagund ha sikouret eo Beren gant Lúthien. Aet int da Angband a laeret eo ur Silmaril ganto. Debret eo torn Beren gant Carcaroth, ur bleiz bras, ar Silmaril e-barzh ha mervel a ra Beren o lazhañ Carcaroth evit adkaout ar joaiuz gant Thingol. Mervel a ra Lúthien abalamour d'he foan. Dirak Mandos a ya Lúthien ha distreiñ a ra e Middle-earth gant Beren o vezañ an daou marvel.

Gwelout a ra an Noldor eo deuet un Elfez hag un Den a-benn mont e-barzh Angband evit laerañ ur Silmaril, ha neuze n'eo ket didrec'hus Morgoth. Mandos a soñj e-barzh un arsailh gant meur a Elf, Korr ha Den evit trec'hiñ Morgoth. Dont a ra Turgon mab Fongolfin eus Gondolin zoken, gant un arme bras. Morgoth avat en doa lovret kalon un nebeud Tud, renet gant Ulfang an Du. Treitouraj an Dud-se en deus lakaaet an Elfed da vezañ trec'het, daoust ma chomet meur a Zen e kostez anezho, an Tri Ziegezh ha nebeut a Dud du. An emgann-se a oa bet graet "Emgann an Daeroù diniver" anezhi ha kanet e veze kalz gant an Elfed goude.

An Dud o deus kemeret perzh d'an emgann hag int chomet e kostez an Elfed e veze bet enoret kalz goude. E-mesk anezho a zo Húrin hag Huor, daou vreur eus Tiegezh Hador. Húrin hag Huor a oa mibien Galdor, penn Tiegezh Hador, ha goude un emgann gant Orkoù int bet degaset da c'hGondolin, kêr Turgon ab Fingolfin e-lec'h ma grouont liammoù gant Roue Gondolin. Goude-se e tistroont d'o douaroù ha kemeret o deus perzh da Emgann an Daeroù diniver. Lazhet eo bet Huor o lezel e wreg douganez ha oa seizet Húrin gant an Orked ha degaset da vMorgoth. Lakaet en deus Morgoth an Den war an Thangorodrim evit sellout ouzh an drougoù taolet d'e familh. E vab Túrin Turambar a zo kaset da zDoriath pa chom e rouantelezh Húrin e wreg Morwen hag e verc'h Nienor, en ur vro aloubet gant e enebourien. Istor mab Húrin a zo kontet e-barzh Narn i Chin Húrin. E-pad e vuhez en deus graet Túrin meur a daol mat o stourm a-enep an Orked e Doriath hag e Nargothrond, hag a-enep an Aerouant Glaurung a zo bet lazhet gantañ. Siwazh eo bet tapet dindan mallozh Morgoth ar pezh a ra meur a zroug. Lazhañ a ra un Elf e Doriath ha aet eo en harlu daoust da bardon Thingol. Goude-se eo deuet da vezañ penn ur strollad laeron met sikouret eo bet gant e vignon Beleg a lak anezhaén da stourm a-enep an Orked adarre. Trec'het eo bet diwar treitouraj met sikouret gant Beleg a zo lazhet gantañ dre fazi, ha kaset da Nargothrond gant un Elf-all. En ur lakaat Elfed Nargothrond da vezañ kalonekoc'h e tiskouez lec'h ar c'hreñlec'h da vMorgoth a gas Glaurung evit tapout anezhañ. Sordet eo bet Túrin gant an Aerouant ha e lec'h mont da glask e vignonez Finduilas, merc'h Orodreth, a ya da zDor-lómin evit kavout e vamm hag e c'hoar a zo aet kuit pell-zo da zDoriath. Diskouez a ra Finduilas re ziwezhañ, lazhet gant an Orked. A-benn ar fin, pa gred eo echu an traoù en ur zont da vezañ chaseour e-touesk tud Haleth e adtapet gant e blanedenn. O klask anezhañ a oa e vamm hag e c'hoar met rannet int bet gant Glaurung en deus sordet Nienor, o kas anezhi dieñvor da koad Haleth. Aze eo bet kavet gant e vreur n'anavezen ket anezhi, ha dimezet int bet. Goude marv an Aerouant ha dre ziankadenn ar strobinellerezh en deus o em lazhet Nienor ha Túrin.

Tuor a gemer perzh donoc'h en istor Gondolin. Raksellet evel ur meseñjer gant Ulmö e zeu da vezañ gwaz Idril, merc'h Turgon. Pa gouezh ar c'hêr dre dreitouraj Maeglin e sikour ul lodenn vat eus annezidi Gondolin da vont kuit. A-benn ar fin eo bet diskaret pep rouantelezh elf e Beleriand gant Morgoth hag en em gavout a reont ar re a chom bev e-kichen ar mor, e beg ar Sirion e-lec'h ma zo krouet gant Tuor ur porzh. Aze e timez e vab Eärendil gant Elwing, merc'h Dior Eluchil, mab Beren ha Lúthien, perc'henerez ar Silmaril. Tapet gant o Le a zistruj mibien Feänor ar porzh, o lazhañ meur a Elfed ha Tud, nemet mibien Eärendil, Elrond hag Elros a vo savet gant Maglor. Eärendil hag Elwing ha ya kuit gant ar Silmaril ha mont ha reont da Valinor evit goulenn pardon ar Valar. Asentién a ra ar Valar da sikour ar Middle-earth hag ober a reont ur brezel kalet da vMorgoth, a zo kaset kuit eus Arda en ur zistrujañ Beleriand. Ur wezh diwezhañ a glask Maedhros ha Maglor, dre o Le, adtapout ar Silmariloù diwezhañ met dre o droug int gloazet ganto. Kouezhañ a ra Maedhros gant e Silmaril en douar pa darzh Maglor e hini er mor. An hini diwezhañ a ya gant Eärendil da vezañ ur stered.

A-benn ar fin eo goulennet gant Elrond hag Elros choaz un natur : choaz a ra Elrond chom gant an elfed evit dont da vezañ un den fur ha desket pa choaz e vreur Elros da vezañ un Den, ha Roue Númenor kentañ.

An Akallabêth[kemmañ]

An Akallabêth ("An hini a ziskaras") a gont e 30 pajenn pignidigezh ha diskar Rouantelezh Númenor, war enez Andor, e-lec'h a vev an Dúnedain goude an Amzer kentañ. Roet e vez an enez-se da Dri Ziegezh an Dud evit trugarekaat anezho abalamour d'o sikour e-pad Brezel ar Joaiuzoù. Kreskiñ a ra an Dúnedain e furnez ha roet e vez ur vuez pelloc'h eget an dud all. E-keit ma douj an Númenoreed Arabat ar Valar (difennet e oa mont da Valinor evit an Dud) hag e-keit ma ya an Dúnedain d'an Ankoù hep harz a gresk Númenor betek e vog. Koulskoude, adalek Tar-Ciryatan betek Ar-Pharazôn, a ya an Dúnedain pelloc'h-pellañ eus ar Valar hag an Elfed ha klask a reont bezañ galloudusoc'h, o trevadenniñ Middle-earth da skouer. Stourm a ra Ar-Pharazôn enep Sauron, met kas a ra anezhañ gantañ da Númenor. Dont a ra Sauron da vezañ kuzulier ar Roue, hag arsailhet eo Valinor ganto. Distrujet eo bet Númenor gant Illúvatar ha kaset eo bet Aman war guzh. Nemet an Elendili (Mignoned d'an Elfed) a ya da vMiddle-earth, bleniet gant Elendil hag e vibien Isildur hag Anárion. Krouiñ a reont ar Rouantelezhioù en Harlu, Arnor ha Gondor.

Gwalinier ar Galloud hag an Trede Amzer[kemmañ]

Lodenn ziwezhañ al levr a zeskriv an darvoudoù en doa c'hoarvezet e-pad an Eil hag an Trede Amzer war Middle-earth. Kontañ a ra diveuz Sauron e Mordor hag e enklaskoù evit kenlabourat gant an Noldor. Govelet eo bet Gwalinier ar Galloud gantañ ha gant Celebrimbor, mab-kozh Fëanor, e-pad ar mare-se. Met Sauron a c'hov ur walenn all, ar Walenn Nemeti, hag a gontroll ar re all. Kuzhet eo bet Gwalinier an Elfed, ne oa bet govelet nemet gant Celebrimbor, hag ur brezel a zo etre an Elfed ha Sauron, a-raok e bakadeg gant an Númenoreed. Goude Diskar Númenor ez eus un unvaniezh etre an Elfed hag an Númenoreed diwezhañ, anvet an Emglev Diwezhañ. Trec'het eo bet Sauron ha kollet ar Walenn Nemeti betek kreiz an Trede Amzer. Goude-se eo bet deskrivet berr ha berr darvoudoù The Lord of the Rings (Aotroù ar Gwalinier) betek fin Brezel ar Walenn.

Krouidigezh[kemmañ]

Sot gant ar yezhoù a oa Tolkien ha krouet en doa yezhoù e-keit e vugaleaj, met evitañ e oa didalvez ur yezh hep he fobl, he mitologiezhoù a oa treuzkaset dre dezhi (dre ar pezh a vurutelle Tolkien d'an esperanteg, daoust ma oa savet mat, ne oa ket un diazez gwir ganti, n'he doa "mitologiezh ebet"). Ouzhpenn-se e sante e lakae ar saozneg ur mitologiezh, distrujet evitañ gant aloubadeg Gwilherm ar Bastard hag an Normaned. Setu perak a voe krog Tolkien da grouiñ mojennoù a vije staget ouzh e yezhoù, adalek 1914. Peogwir e voe klañv-ki goude Emgann ar Somme en devoe amzer Tolien da echuiñ e gontadenn gentañ e 1916, "Diskar Gondolin" (The Fall of Gondolin).

Dastumad kentañ ar mojennoù-se a voe graet Levr ar C'hontadennoù kollet ("The Book of Lost Tales") anezhañ ha kontañ a ra penaos e tizh ur martolod anvet Eriol (diwezhatoc'h e voe Ælfwine, a orin eus Bro-Saoz a gozh) enez Eressëa e-lec'h ma vev Elfed, a gont dezhañ o mojennoù ha kontadennoù. Evel ur bern labourioù gant Tolkien e chom Levr ar C'hontadennoù kollet diechu abalamour ma tilezas ar skrivagner al labour-se evit kregiñ gant e varzhonegoù : Lae Leithian ha Lae Bugale Húrin, a zo tennet eus ar C'hontadennoù kollet.

E 1926 e skrivas Tolkien e zDammskeudenn ar Mitologiezh, un dornlevr 28 pajenn skrivet evit displegañ foñs istor Túrin d'unan eus e vignoned, R.W.Reynolds. Dre an destenn-se e skrivas goude ar c'hQuenta Noldorinwa, hiroc'h ha kontet brav, hag a zo al labour echuet diwezhañ diwar ar Silmarillion. Labourat a reas c'hoazh war an destenn evit kinnig en un doare diechu ar c'hQuenta Silmarillion d'e embanner George Allen & Unwin goude bezañ embannet an Hobbit ganto e 1937. Nac'het e voe embann ar c'hQuenta Silmarillion abalamour ma oa re luziet, teñval, ha "re Geltek". Ne voe goulennet nemet un heul eus an Hobbit. O skrivañ Aotrou ar Gwalinier e soñje Tolkien goulenn ma voe embannet e Silmarillion asambles gantañ met ne oa ket echu e labour war e vojennoù ha sklaer e oa ne felle ket d'embanner embann ar Silmarillion. Dilezel a reas neuze al labour-se evit peurechuiñ Aotrou ar Gwalinier a voe embannet e 1954 ha 1955.

Memes goude-se ne labouras ket Tolkien war istor ar Silmarillion, kentoc'h war an hollved en devoa krouet, evit renkañ kudennoù a voe savet diwar e zibaboù graet ken abred ha 1916 pa skrive Diskar Gondolin. Biskoazh ne dizhas Tolkien ur skrid peurechu hag e-giz-se e chomas an traoù pa varvas e 1973. Goude e varv e klaskas e vab Christopher Tolkien daspun skridoù e dad oc'h implijout ar skridoù diwezhatañ ma c'helle, o klask chom hep kaout digendalc'hoù e-barzh ar skrid, hag etre ar skrid hag Aotrou ar Gwalinier hag an Hobbit. Dleout a reas mont betek skrivañ ur pennad (Diwar rivin Doriath) diwar notennoù skrivet e 1930. A-benn ar fin, pa voe astennet ur gartenn, lignezouriezh hag un indeks e voe embannet Ar Silmarillion e 1977.

Burutellad[kemmañ]

Daveennoù[kemmañ]

  • J. R. R. Tolkien, The silmarillion, edited by Christopher Tolkien, 1983, Unwin Paperbacks, London, UK, ISBN : 978-0-04-823230-4
Mojennoù J.R.R. Tolkien
Embannet e-kerzh e vuhez An Hobbit, The Lord of the Rings, The Adventures of Tom Bombadil, The Road Goes Ever On
Embannet goude e varv Ar Silmarillion, Unfinished Tales, The Letters of J.R.R. Tolkien, The History of Middle-earth (13 levrenn), Narn I Chîn Húrin — The Children of Húrin
Yezhoù Quenya, Sindarin, Adûnaic, Kornôgeg, Khuzdul, Yezh Du
Pobloù Elfed : Vanyar, Noldor, Teleri, Sindar, Avari
Tud : Tiegezh Bëor, Tiegezh Hador, Tiegezh Haladin, Númenóreed, Dúnedained, Rohirim, Hobbited
Korred : Khazad-dûm, Belegost, Nogrod, Erebor
Orked
Ented
Open book 01.png Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.