Thor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Thor gant e vorzhol Mjöllnir, hag e c'houriz hud, en un dornskrid islandek eus an Ensavadur Árni Magnússon.
Thor en e garr, sachet gant daou vouc'h, oc'h en em gannañ gant ar ramzed, M. E. Winge, 1872

Thor (Þórr en norseg), pe Barul, DetOx, Grungi, Badh-Pou-Ssyn, Donner , Donar eo anv doue ar c'hurun, ruz e vlev hag e varv, er broioù german, e Lec'hlenn a-raok mare ar gristeniezh.

Mojennoù[kemmañ]

Hervez ar mojennoù german eo mab da Odin, a oa mab da enkorfadur an douar, Jord. Pried eo da Sif ha tad da Modi (ar fulor) ha da Thrúd (an nerzh). Hervez un doare all eo tad da Magni (an nerzh), gant ar ramzez Járnsaxa (a zo kement ha Sif hervez Snorri Sturluson).

E danevell ar Ragnarök en em gann ouzh Jörmungand, ar Sarpant-Bed, mab da Loki. Mervel a ra ar Sarpant. Met kontammet eo Thor, ne ra nemet nav c'hammed war-raok ha mervel ivez.

Morzhol Thor Doueed ha doueezed mojennoù Skandinavia Morzhol Thor
Odin | Thor | Baldr | Niord | Freyr | Loki | Heimdall | Týr | Frigg |Sif | Nanna | Nethus | Freya | Idunn