Proto-Germaneg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar c'hentgermaneg, pe protogermaneg (berraet PGmc.), germaneg kumun pe c'hoazh Ur-germaneg a zo ur gentyezh nann-testeniekaet, adsavet, a vez gwelet gant lod evel mamm an holl yezhoù germanek. Ar gentyezh-mañ eo ar yezh-vamm a-nevesañ kumun evit an holl yezhoù germanek. Dont a ra eus ar c'hentindezeuropeg (KIE).

N'eo ket testeniekaet an yezh-mañ gant skridoù met adsavet eo bet dre ar hentenn geñveriañ gant yezhoniourien. Koulskoude, skridoù runek a zo bet kavet e Skandinavia eus ar bloaz 200 goude Jezuz-Krist hag a c'hallfe bezañ kentgermaneg diwezhañ pe kentnorseg.

Fonologiezh[kemmañ]

Kensonennoù[kemmañ]

Kensonennoù Kentgermanek
  Diweuz Dent Kevig Staon Drekstaon Gweuz-staon
Dre fri m   n   (ŋ) (ŋʷ)
Dre serriñ p  b t  d     k  ɡ kʷ  ɡʷ
Dre daravat ɸ  (β) θ  (ð) s  z   x  (ɣ)
Dre stlakat     r      
Dre dostaat       j   w
A gostez dre dostaat     l      

Notes:

  1. [ŋ] a oa un alofonem eus /n/ dirak drekstaon dre serriñ.
  2. [ŋʷ] a oa un alofonem eus /n/ dirak gweuz-staon dre serriñ.
  3. [β], [ð] ha [ɣ] a oa un alofonemoù eus /b/, /d/ and /ɡ/.

Vogalennoù[kemmañ]

Ar c'hentgermaneg en doa peder vogalenn verr[1] pemp pe c'hwec'h vogalenn hir ha da nebeutañ unan "hir-pad" vogalenn ((en) "overlong"). N'eo ket sur kalite fonemik ar vogalennoù-se.

Vogalennoù mouezhiet
A-raok A-dreñv
berr hir hir-pad. berr hir hir-pad.
Serr i u
Serr-etre e
Digor-etre ɛː ɛːː ɔː ɔːː
Digor ɑ ɑː
Vogalennoù friet
A-raok a-dreñv
berr hir hir-pad. berr hir hir-pad.
Serr ĩ ĩː ũ ũː
Serr-etre
Digor-etre ɔ̃ː ɔ̃ːː
Digor ɑ̃ ɑ̃ː

Notennoù ha daveoù[kemmañ]

  1. Diwar-benn i hage gwelout [i]Cercignani, 1979[/i].