Loki

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Loki, skeudenn tennet eus un dornskrid islandek eus an 18vet kantved.

Loki eo doue an tan e mojennoù Skandinavia. Un doue gwidreüs ha goapaus e oa da gentañ, deuet da vezañ kildrouk war-lerc’h. Mab e oa d’ar ramz Fárbauti ha d’an doueez Laufey. Dimezet e oa d’an doueez Sigyn ha sellout a reer outañ evel advreur Odin

Gant ar ramzez Angrboða (Angrboda) en deus bet bugale, en o zouez ar bleiz Fenrir, an naer Jörmungandr ha Hel, doueez ar re varv. Gant Loki ivez eo bet ganet Sleipnir, ar marc’h eizh pav.