Jord
Eus Wikipedia
Sant Jord trec'h d'an aerouant
Jord pe Jorj (hervez an dud) a zo un anv-badez brezhonek kevatal d'an anv saoznek George ha d'an anv gallek Georges.
Taolenn |
[kemmañ] Gerdarzh
Talvezout a ra "an hini a labour an douar, labourer-douar" e gregach (Γεώργιος / Georgios).
[kemmañ] Adstumm
Dont a ra ar stumm Jorj eus ar galleg, pa'z eo tostoc'h ar stumm Jord d'an anv katalanek Jordi, dre ma seblant dont eveltañ eus an anv gregach.
[kemmañ] E yezhoù all
- en alamaneg : Georg, Jürgen, Jörgen
- en albaneg : Gjergj
- en amhareg: ጊዮርጊስ (Giyorgis )
- en arabeg: جرجس (Jirjis)
- en aragoneg : Chorche, Chorxe
- en armenieg: Գեվորգ (Gevorg)
- en azereg: Georgi, Gürc (mod kozh)
- e bulgareg: Георги (Georgi)
- e daneg : Jørgen [ˈjɶ:ɐn], Jørn [ˈjɶ:ɐ̯ˀn], Georg [ˈg̊e:ɔʊ̯, ˈg̊e:ʊ]
- en estonieg: Jüri
- en euskareg : Gorka.
- e faeroeg: Georg [g_0e:"Or\g_0], Jørgen ["j9r\g_0In], Jørundur [j2:r\UndUr\]]
- e finneg: Yrjö, Jyrki, Jyri, Yrjänä, Jori
- e galizeg: Xurxo
- e galleg, Georges, evit ar merc'hed : George (hep -s), Georgette, Georgina.
- e geuzeg: ጊዮርጊስ (Giyorgis)
- e gouezeleg Skos: paotred: Deòrsa, Seòras; merc'hed: Deòrsag
- e gresianeg : stumm leun: Γεώργιος {{IPA|[ˈjɔrjɔs]}; stumm boas: Γιώργος [ˈjɔrγɔs]
- en hawaieg: Keoki
- en hebraeg: גאורגיוס (Georgios)
- en hungareg: György
- en islandeg: Georg [ˈje:ɔrk], Jörgen [ˈjœrkɘn]
- en italianeg : Giorgio [ˈdʒɔrdʒo], merc'hed Giorgia.
- en iwerzhoneg: Seoirse
- en izelvroeg: Jorg, Joris, Sjors
- e japaneg: ジョージ (Jo-ji)
- e jorjieg: გიორგი (Giorgi)
- e katalaneg : Jordi.
- e kembraeg: Siôr, Siors, Siorus
- e koreaneg: 조지 (Joji)
- e kroateg: paotred: Jura,Jure,Juro,Juraj,Jurica, Đura, Đuro; merc'hed: Đurđa, Đurđica
- e latin : Georgius.
- e latveg: Georgs, Jurijs, Jurģis
- e lituaneg: Jurgis
- e makedonieg: Ѓорѓија (Gjorgjija), Ѓоргија (Gjorgija), Ѓорги (Gjorgi), Георгија (Georgija)
- e malayalameg: Geevarghese, Varghese, Varughese, Verghese, Varkey
- e malayeg: Jurjis
- e malteg: Ġorġ
- e norvegeg : Jørgen, Jørn, Georg
- e okitaneg : Jòrdi.
- e poloneg : Jerzy. [ˈjɛʐɨ]
- e portugaleg : Jorge [ˈʒɔrʒ]
- e roumaneg: Gheorghe, George (paotred), Gherghina, Georgeta (merc'hed), Gigi (paotred), Geta (merc'hed)
- e saozneg : George, [ˈdʒɔ:dʒ]
- e serbeg: Ђорђе (Đorđe), Ђypaђ (Đurađ), Ђypо (Đuro)
- e sinaeg: 喬治 / 乔治 (sinalunioù hengounel hag eeunaet; pinyin: Qiáozhì)
- e sirieg: Gewargis
- e slovakeg: Juraj
- e sloveneg: Jurij, Jure
- e spagnoleg : Jorge [ˈχɔrχɛ]
- e svedeg: Örjan [ˈœrjan], Göran [ˈjø:ran], Jörgen [ˈjœrgɘn], Jörn [ˈjø:ɳ], Georg [ˈje:ɔr]
- e ruseg : Георгий (Georgiy), Юрий (Youriy), Егор (Yegor)
- e tchekeg : Jiří et ses dérivés Jiřka, Jiřík, Jiřícek, Jířa, Juřa, Jiřánek, Jiřoušek
- e tigrinyeg: ጊዮርጊስ (Giyorgis)
- e tongaeg: Siaosi
- en ukraineg: Youra.
[kemmañ] Tud dibar
[kemmañ] Sent
- Sant Jord, sant eus IIIde kantved, paeron Bro-Saoz .
[kemmañ] Rouaned ha priñsed
- un roue e Bohemia
- daouzek roue eus Jorjia
- adalek an XVIIIvet kantved c'hwec'h roue Breizh-Veur hag ar Rouantelezh-Unanet. Ur roue Rouantelezh Hannover. An holl eus ar memes familh :
- Jord Iañ a Vreizh-Veur, roue Breizh-Veur eus 1714 da 1727
- Jord II a Vreizh-Veur, roue Breizh-Veur eus 1727 da 1760
- Jord III a Vreizh-Veur, roue Breizh-Veur eus 1760 da 1801. Goude roue ar Rouantelezh-Unanet eus 1801 da 1820 ha roue Hannover eus 1815 da 1820
- Jord IV a Rouantelezh-Unanet roue ar Rouantelezh-Unanet ha Hannover eus 1820 da 1830
- Jord V a Rouantelezh-Unanet roue ar Rouantelezh-Unanet hag impalaer an Indez eus 1910 da 1936
- Jord VI a Rouantelezh-Unanet roue ar Rouantelezh-Unanet eus 1936 da 1952 hag impalaer an Indez eus 1936 da 1947
- Jord V a Hannover roue a Hannover eus 1851 da 1866
- daou roue hellenian :
- Jord Iañ a C'hres roue an Hellenianed eus 1863 da 1913
- Jord II a C'hres roue an Hellenianed eus 1922 da 1947
- un Dug-Meur Mecklembourg-Strelitz :
- Jord Iañ a Mecklembourg-Strelitz dug-Meur Mecklembourg-Strelitz eus 1816 da 1860
- un roue Roantelezh Saks :
- Georges Iañ a Saks roue Saks eus 1902 da 1904
- ur margrav e Baden :
- Jord a Vaden a zo ken-margrav Baden-Durlach eus 1577 da 1604 neuze margrav betek 1621 ha margrav Baden-Baden eus 1604 da 1621.
- ur c'hont eus Oldenbourg :
- Jord a Oldenbourg kont Oldenbourg eus 1526 da 1551
[kemmañ]
Breizh
- Jorj Belz, kaner e-barzh an d-Trouzerion Mod Kozh
- Jorj Kadoudal, jeneral chouan, a glaskas lazhañ ar jeneral gall Napoleone Buonaparte hag a voe kondaonet d'ar marv abalamour da se
- Jord Cochevelou, tad Alan Stivell hag an delenn geltiek
- Jorj ar Rumeur, barzh Mathaliz, skrivagner brezhonek hag emsaver
[kemmañ] Merc'hed dibar
- Anv-tiegezh
- Elizabeth George (ganet e 1949) skrivagnerez amerikan romantoù-polis
- Anv-bihan
- George Sand (1804-1876) skrivagnerez c'hall
- Georgina a Albuquerque (1885-1962) livourez vrazilian
- Marie-George Buffet (ganet e 1949) politikourez c'hall
- George Eliot (1819-1880) skrivagnerez vreizhveuriat
- Georgina Rizk miss Universe 1971 eus Liban
[kemmañ] Paotred
[kemmañ] Anv tiegezh
- David Lloyd George (1863-1945), kentañ ministr Breizh-Veur e-pad ar Brezel-bed kentañ
- Henry George (1839-1897) armerzhour amerikan
- Guy Georges (ganet e 1962) lazher a steudad gall, toullbac'het
- Boy George kaner breizhveuriat
[kemmañ] Tud er yezhoù all
- Jordy, kaner gall
- Jordi Pujol politikour katalan, prezidant Kumuniezh Emren Katalonia.
- Evit an anv-badez alamanek ha svedek gwelout ar pennad Georg.
- Evit an anv-badez gallek gwelout ar pennad Georges.
- Evit an anv-badez spagnolek ha portugalek gwelout ar pennad Jorge.
- Evit an anv-badez saoznek gwelout ar pennad George.
[kemmañ] Lennegezh
Diwar an anv gregach (Γεώργιος / Georgios) eo deuet an anv Georgica, barzhoneg Vergilius, en deus awenet Levr al labourer, barzhoneg Joakim Gwilhom.
[kemmañ] Lec'hioù
- George kêr e Suafrika
- stad Georgia, e SUA
- enez Georgia ar Su, stag ouzh ar Rouantelezh-Unanet
- Georgetown
- Sant-Jord-Restembaod ha Sant-Jord-Grehan e biz Breizh
[kemmañ] Jorjia
Diwall a ranker gant Jorjia, ur vro eus ar c'h-Kaokaz. Ne deu ket hec'h anv eus an anv-badez a zo kaoz anezhañ amañ met eus ar perseg, deuet deomp dre an arabeg.