Jorj Abherve-Gwegen

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Jorj Abherve-Gwegen (Georges Abhervé-Guéguen er marilhoù), bet ganet e Landerne e 1946, zo un skolaer brezhonek, un emsaver sevenadurel breizhat hag ur skrivagner brezhonek. Skrivañ a ra levrioù ha pennadoù brezhonek dindan an anv brezhonek Jorj Abherve-Gwegen (Jorj Gwegen en derou).

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dibenn ar bloavezhioù 1960 hag e deroù ar bloavezhioù 1970 e kenlabouras gant ar c'helaouennoù La Bretagne réelle ha L'Avenir de la Bretagne. Oberiant e voe er strolladig politikel eus an tu-dehoù, "Bretagne Action-Jeune Bretagne", hag e skrivas en e gelaouenn Jeune Bretagne dindan an anv-pluenn, Éric Le Naour. Ezel e voe ivez eus Strollad ar Vro. Goude 1972 n'eus ket bet anv anezhañ mui er metoù politikel.

Goude ma tiskrogas diouzh ar politikerezh e skrivas ul levr diwar-benn stad ar brezhoneg a dapas un tamm berzh e 1975. Mont a reas da skolaer brezhonek e Diwan, e skolioù Lesneven, Tregon ha Kraozon. E-pad ur pennad eo bet sekretour skourr Breizh ar C'hevre Keltiek.
En hañv 2006 e reas ur veaj vras da Ekouador (anv roet gantañ), Chile hag Arc'hantina hag ul levr en deus tennet diouti.
Kemer a ra perzh e bodad-lenn levrioù brezhonek Ti ar Vro e Kemper, abaoe bloavezhioù.

Brezhoneg ha yezhoù bihanaet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liesseurt eo skridoù Jorj Abherve-Gwegen, met gant stad ar yezhoù e pled dreist-holl. E levr kentañ, e galleg, a voe un flemmskrid engouestlet evit ar brezhoneg ha goude en deus skrivet kalz war saviadoù ar yezhoù bihanaet. Esperanteger eo ivez. Skrivet en deus meur a bennad e-barzh Al Liamm hag Aber.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù-studi
  • An euskareg er skolioù, Al Liamm nn 169, 1975
  • Diwan : 100 ger diazez, Al Liamm, nn 246, 247, 248-249, 250, 1988
  • Roparz Hemon, imbourc'her yezhoù dic'hortoz, Aber nn 19, 2005
  • Brassell war al lennegezh okitanek, Aber nn 44, 2011
  • Brest en oberenn Roparz Hemon : un intradur don, Aber, nn 32, 2008
Levrioù