Kevre Keltiek
Eus Wikipedia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Un aozadur nann-gouarnamantel etrebroadel eo ar C'hevre keltiek.
Taolenn |
[kemmañ] Palioù ar C'hevre keltiek
Pal pennañ ar C'hevre keltiek, hag eñ un aozadur etrebroadel, a zo bezañ un harp d'ar stourmoù a ren ar c'hwec'h broad keltiek evit gwareziñ pe gounit o frankizoù politikel, sevenadurel, sokial hag armerzhel.
Evit-se e klask ar C'hevre:
- Reiñ lañs d'ar c'henlabour etre ar pobloù keltiek
- Lakaat anezho da vezañ emskiant eus al liammoù hag ar c'hengred dispar zo etrezo
- Degas muioc'h a vrud d'o stourmoù broadel ha d'an disoc'hoù bet tizhet er bed a-bezh
- Kabaliñ evit ma vo staliet un aozadur ofisial etre ar broadoù keltiek ur wech ma vo emren unan pe ziv anezho
- Bountañ evit ma vo implijet madoù ar broioù keltiek evit gounid o fobloù.
[kemmañ] Aozadur ar C'hevre keltiek
Digor eo ar C'hevre Keltiek d'an holl dud eus ar broioù keltiek a sav a-du gant ar palioù displeget a-us. Bodet eo an izili e 6 skourr broadel hag ur skourr etrebroadel. Bep bloaz, e-pad ar vodadeg veur, e vez dilennet an dud zo er c'huzul-ren.
[kemmañ] Skrivagnerien veur ar C'hevre Keltiek
- Alan Heusaff: (1961-84)
- Bernard Moffat: (1984-88)
- Davyth Fear: (1988-90)
- Séamas Ó Coileáin†: (1990-91)
- Bernard Moffat: (1991-2006)
- Rhisiart Tal-e-bot: (2006 - bremañ)
[kemmañ] Pennskrivagnerien Carn (savet e 1973)
- Frang MacThòmais: (1973-74)
- Padraig Ó Snodaigh: (1974-77)
- Cathal Ó Luain: (1977-81)
- Pedyr Pryor: (1981-84)
- Patricia Bridson: (1984 - bremañ)