Tregon
Eus Wikipedia
Evit ar gumun en Aodoù-an-Arvor, nepell diouzh Dinan ha Dinarzh, gwelet Tregon-Poudour
| Tregon | ||
|---|---|---|
Traezhenn ha kerreg kostez Trevignon |
||
| Melestradurezh | ||
| Bro istorel | Kerne - Aven | |
| Departamant | Penn-ar-Bed | |
| Arondisamant | Kemper | |
| Kanton | Konk-Kerne | |
| Kod kumun | 29293 | |
| Kod post | 29910 | |
| Maer Amzer gefridi |
Jean-Claude Sacré (Strollad Sokialour Gall) 2008-2014 |
|
| Etrekumuniezh | Kumuniezh-k. bro Konk-Kerne | |
| Bro velestradurel | Bro Gerne | |
| Lec'hienn web | Ti-kêr | |
| Poblañsouriezh | ||
| Poblañs | 6 785 ann. (2009) | |
| Stankter | 134 ann./km² | |
| Douaroniezh | ||
| Kenurzhiennoù | ||
| Uhelderioù | krenn : m bihanañ 0 m — brasañ 89 m |
|
| Gorread | 50,61 km² | |
|
|
||
|
|
||
Ur gumun eus Breizh e Kerne-Izel eo Tregon, e kanton Konk-Kerne.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
Dispac'h Gall [kemmañ]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Le breton, person, ha L'Helgoualc'h, kure [1].
XXvet kantved [kemmañ]
- d'an 28 a viz Gwenholon 1940 e kouezhas ur c'harr-nij Beaufort MkI marilhet N1149 ha kodet AW-V eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force, 42nd Squadron) e donvor Tregon, lazhet e voe e bevar milour; daou anezhe a zo douaret e bered Tregon, unan all e hini Lanrieg hag an hini diwezhañ e bered Fouenant [2];
- dieubet e voe Tregon gant ar Rezistañs d'ar 7 a viz Eost 1944.[3].
Brezhoneg [kemmañ]
- Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1982.
- E distro-skol 2009 e oa enskrivet er skol Diwan 5,9% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez [4].
- E distro-skol 2010 e oa 37 skoliad enskrivet er skol Diwan (6% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [5].
- D'ar 16 a viz Du 2012 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun [kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 3 (Aerlu) | |
| Hollad | 3 |
Karrnijourion e oant o-zri. Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed, daou anezhe d'an 28 a viz Gwengolo 1940 pa gouezhas o c'harr-nij (Beaufort Mk I marilhet N1149 ha kodet AW-V) er mor, an trede hini pa gouezhas e garr-nij (Wellington X marilhet HF483 ha kodet AS-S) er Forest-Fouenant e miz Eost 1943[6][7].
Douaroniezh [kemmañ]
Emdroadur ar boblañs [kemmañ]
1962-2007 [kemmañ]
Niver a annezidi 
1793-2007 [kemmañ]

Tud [kemmañ]
- Marc Bourhis, trotskour fuzuilhet gant an Alamaned e Kastell-Briant e 1941.
- Stéphane Guivarc'h, gourdoner skipailh mell-droad US Trégunc, bet c'hoarier e skipailh Bro-C'hall pa oa aet ar maout gantañ e Kib ar Bed 1998.
- Robert Neal Baxter, bet mestr-skol e skol Diwan Tregon.
Labouradegoù [kemmañ]
- Ar Brasserie de Bretagne a ra ar bier Britt.
Gevelliñ [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
- (fr) Lec'hienn ofisiel ar gumun
- (br) Tregon war lec'hienn Geobreizh
- (fr) Tregon lec'hienn infobretagne
Dave ha notennoù [kemmañ]
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 50
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Michel Guéguen ha Louis-Pierre Le Maître, L' Aigle sur la mer - Concarneau 1939 - 1945, levrenn III, 1988, pajenn 52
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Pertes RAF Finistère