Kraozon
Eus Wikipedia
| Kraozon | ||
|---|---|---|
Porzh Morgad |
||
| Melestradurezh | ||
| Bro istorel | Kerne | |
| Departamant | Penn-ar-Bed | |
| Arondisamant | Kastellin | |
| Kanton | Kraozon (Pennlec'h) | |
| Kod kumun | 29042 | |
| Kod post | 29160 | |
| Maer Amzer gefridi |
Daniel Moysan 2008-2014 |
|
| Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Gourenez Kraozon | |
| Bro velestradurel | Bro Brest | |
| Lec'hienn web | Ti-kêr | |
| Poblañsouriezh | ||
| Poblañs | 7 697 ann. (2009) | |
| Stankter | 96 ann./km² | |
| Douaroniezh | ||
| Kenurzhiennoù | ||
| Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 102 m | |
| Gorread | 80,37 km² | |
|
|
||
Kraozon (distaget Kraon er vro, ['krãõn] hervez an IPA ) zo ur gumun eus Breizh e Kerne, e ledenez Kraozon, ha pennlec'h kanton Kraozon. Ar gumun bennañ eus Gourenez Kraozon.
Taolenn |
[kemmañ] Brezhoneg
[kemmañ] Ya d'ar brezhoneg
- D'an 29 a viz Mae 2009 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
[kemmañ] Deskadurezh
- Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 1989.
- E distro-skol 2009 e oa enskrivet er skol Diwan 4,0% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez [1].
- E distro-skol 2010 e oa 27 skoliad enskrivet er skol Diwan (3,3% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [2].
[kemmañ] Istor
[kemmañ] XXvet kantved
- Brezel-bed kentañ: ur c'hamp-bac'h a voe digoret en Enez-Hir er gumun e 1914 evit derc'hel ennañ 400 sujed alaman ha 250 sujed aostrian bet tapet e miz Gwengolo p'edont o veajiñ e bourzh ar mordreizher Nieuw Amsterdam [3].
- Eil Brezel-bed: d'an 9 a viz Genver 1942 e kouezhas ur c'harr-nij Manchester I marilhet L7322 ha kodet EM-Q eus ar 207th Squadron eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) en Enez-Hir; tri nijour a voe lazhet, beziet int e bered ar gumun; d'ar 1{añ}} a viz C'hwevrer 1942 e kouezhas un nijerez Manchester I marilhet L7472 ha kodet QR-? eus ar 61st Squadron eus ar Royal Air Force e Morgad; daou nijour a varvas, n'int ket bet kavet; ar c'hwec'h nijour all a voe tapet d'an Alamaned; d'an 18 a viz Even 1944 e kouezhas ur c'harr-nij Blenheim marilhet LJ878 eus ar Royal Air Force e Kraozon, lazhet e voe e dri nijour; d'ar 14 a viz Eost 1944 e kouezhas un nijerez Lancaster I marilhet PD222 ha kodet KM-U eus ar 44th Squadron eus ar Royal Air Force er mor e Kraozon; pemp nijour a varvas, tri anezhe a voe douaret e bered Kraozon ha daou all e Saint-Charles de Percy War Cemetery (Bro-C'hall), unan all a zeuas a-benn da achap hag ar seizhvet hini a voe adkavet gant ar Re Gevredet [4].
[kemmañ] Tud brudet
[kemmañ] Tud bet ganet eno
- Louis Jouvet, aktour gall 24 a viz Kerzu 1887.
[kemmañ] Tud bet marvet eno
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ] Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 3 (Aerlu) | |
| 2 (Aerlu) | |
| 4 (Aerlu) | |
| Dianv | 1 |
| Hollad | 10 |
Karrnijourion e oant holl. Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed [5].
[kemmañ] Douaroniezh
Ar Bernioù Piz, e Beg Penn ar Roz
Kelc'hiet eo gant ar mor: en hanternoz dezhi emañ lenn-vor Brest, er c'hreisteiz Bae Douarnenez hag er c'hornog ar Meurvor Atlantel. Anavazet mat eo ivez al ledenez abalamour d'he geologiezh dibar. Gallout a reer kavout eno roudoù eus darvoudoù a-bouez e buhez an douar a ro tu da gompren penaos ez a fiñvadennoù ar douar en-dro. Kavet e vez e Kraozon ur pleg "anticlinal" mil anavezet (pleg an douar e stumm un A).
[kemmañ] Luc'hskeudennoù
[kemmañ] Emdroadur ar boblañs 1962-2006
Niver a annezidi 
[kemmañ] Melestradurezh
[kemmañ] Tud
[kemmañ] Gevelliñ
[kemmañ] Liammoù diavaez
[kemmañ] Dave ha notennoù
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ diwar ar raktres bet graet gant ar gouarnamant gall e 1913, Jean-Claude Farcy, Les camps de concentration français de la première guerre mondiale (1914-1920), Pariz, Anthropos Economica, 1995
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Commonwealth War Graves Commission