Morgad (Kraozon)
- Evit al loen a vev er mor, gwelet Morgad.
Morgad zo ur gêriadenn war vord an aod e kumun Kraozon, e Gourenez Kraozon. Ul lec'h touristel-kenañ eo.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez ur martezeadenn e teufe anv Morgad eus Ergat, un penn-braz bretoned a eñ defe krouet ar gêriadenn. An den se e vefe deuet Sant Ergad.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lec'hiadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ouf Morgat, e bae Douarnenez, zo etre Beg ar Gador ha Beg Rulianek.
Gwechall e oa ur porzh evit pesketa ar sardin ha neuze an ton.
Ur pozh-bageal eo dreist-holl bremañ.
Sterioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bez zo daou gwazhioù-dour bihan:
- al Loc'h, a-hed an iliz,
- Toul-an-traez, e-kichen Otel Ar Vor.
Douarouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mougevioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brudet-kenañ eo Morgat evit e mogevioù. E-touez ar re brudetañ:
- mogev an olifant, e Beg Rulianek
- mogev San Vorant (Sainte Marine) ha Siminal an Diaoul en Beg ar Gador
- mogev an Otel e Porzh-Aor.
Deskrivet int bet gant skrivagnerien evel Flaubert pe A Marteville.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouet e oa Morgat e-pad an Impalaeriezh Roma.
Kavet eo bet un nebeud moneiz romanez deus ar bloavezhioù 250 g. J.K. Diazezet e oant en ul lestr kuzet en ur beol garum.
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emporzhiet e oa halen (50 tonenn e 1830) ha ezporzhiet sardin gwasket (130 tonenn e 1830.
Da virout ar c'hig hag ar pesked debret e-pad ar goañv e servije an halen.
XXvet kantved betek bremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouet eo bet an hañvlec'h Morgat e deroù an XXvet kantvet war atiz A Peugeot.