Jord Cochevelou

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Telenn grennamzerel, bet d'ar rouanez Mari Stuart.
Telenn arnevez e Kanada.

Georges Cochevelou, pe Jord Cochevelou (Pariz 1889-Pariz 1974), ebenour, luder ha soner, a oa tad da Alain Cochevelou (Alan Stivell). Genidik e oa e dad eus Gourin hag e vamm eus Pondi. Savet e oa bet Jord e Pondi, ha skoliataet er gêr-se, ha goude e Gwened hag e Santez-Anna-Wened.

Evel Gildas Jaffrennou e oa dedennet-bras Georges Cochevelou gant an telennoù liesseurt a gaved e Kembre, Bro-Skos hag Iwerzhon betek c'hoantaat reiñ lañs ha brud dezhi war an douar-bras (komz a ra e vab eus "azginivelezh" evit a sell Breizh). Sevel a reas e delenn gentañ e deroù ar bloavezhioù 1950. E deroù ar bloavezhioù 1960 e savas an delenn gentañ gant kerdin metal, hag a zeuio ken brudet a drugarez d'e vab er bloavezhioù 1970.

Levlennadurezh[kemmañ]

  • Vefa de Bellaing, Dictionnaire des compositeurs de musique en Bretagne, 1992, p. 131,