Mjöllnir

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skeudenn eus ar morzhol Mjöllnir, bet kavet e Skania e 1877.

Mjöllnir (pe Mjǫllnir pe Mjölner) eo morzhol Thor, doue ar gurun e mojennoù Skandinavia. Er mojennoù-se eo deskrivet Mjöllnir evel un arm spontus, gouest da gompezañ ar menezioù. Kontañ a reer e oa bet krouet Mjöllnir gant daou gorrigan, Brokkr ha Sindri, evit an doue Thor, war urzh Loki. Barrek e oa ar morzhol-se da flastrañ pep tra, da vrasaat ha da vihanaat evel ma kare, kenkoulz ha da zistreiñ e dorn Thorn war-lerc'h ma oa bet stlapet gant hennezh.