Aotrou ar Gwalennoù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

The Lord of the Rings (a c'hellfe bezañ Aotrou ar Gwalennoù pe Aotrou ar Gwalinier e brezhoneg) a zo ur romant hanez ha moliac'hel skrivet gant J. R. R. Tolkien, ur studier yezhoù ha kelenner e Skol-Veur Oxford. Rannet eo an istor e c'hwec'h levrenn liammet daou ha daou e teir lodenn : Lodenn gentañ, levrenn un ha daou : The Fellowship of the Ring (Kevredigezh ar Walenn), eil lodenn, levrenn tri ha pevar : The Two Towers (An Daou Dour), trede lodenn, levrenn pemp ha c'hwec'h : The Return of the King (Distro ar Roue). Astennet eo ivez c'hwec'h stagadennig gant istorioù ar pobloù deskrivet, bloaziek, linenouriezh, un displegadenn diwar-benn ar yezhoù komzet hag un displegadenn diwar-benn an deiziadur.

An titl a zave da Sauron, ar penn-eneber, en devoe krouet pell a-raok an istor ar Walenn Nemeti evit mestroni ar Gwalennoù Galloud all, hag ober brezel evit ren Middle-Earth (a vefe Krennzouar e brezhoneg). Trec'het e voe avat ha kollet e Walenn Nemeti. An istor a heul ur strolladig Hobbited renet gant Frodo Sac'heg, en devoe bet ur walenn dre e eontr Bilbo hag a zo ar Walenn Nemeti, o veajiñ e Krennzouar o heuliañ darvoudoù Brezel ar Walenn, gant ur gompagnunezh liesseurt tud, an Dud Aragorn ha Boromir, an Elf Legolas, ar C'horr Gimli, an Hudur Gandalf, hag an Hobbited all, Samwise Gamgee, Meriadoc Brandybuick ha Peregrin Touk. Dre-se e teu anv al lodenn gentañ. Pa voe rannet ar Gevredigezh e voe kontet eus un tu ar pezh a c'hoarvezas da Frodo ha Sam, ha eus un tu all ar pezh a c'hoarvezas d'ar peurrest ar Gevredigezh, pep lodenn renet gant un Tour, ar pezh a ro titl an eil lodenn. Titl an trede lodenn a zave da zisoc'h Brezel ar Walenn.

Skrivet eo bet al levr a dammoù da dammoù etre 1937 ha 1949 evit heuliañ an Hobbit, embannet e 1937. Embannet eo bet rannet e teir lodenn, a-enep da youl orin Tolkien, etre 1954 ha 1955. Graet en deus berzh bras o vont da vezañ an eil levr muiañ gwerzet gant 150 milion skouerenn gwerzhet.

Berradur[kemmañ]

The Fellowship of the Ring (Kevredigezh ar Walenn)[kemmañ]

Levrenn gentañ[kemmañ]

Frodo en deus bet ur walenn digant Bilbo, met Gwalenn Nemeti Sauron eo. Mont a ra da Rivendell, e-lec'h ma'z eo divizet gant ur C'huzul distruj anezhi er Mordor. krouet eo Kevredigezh ar Walenn, ha Frodo gant eizh mignon ez a war Hent ar Mordor evit distruj ar Walenn.

Eil levrenn[kemmañ]

Kuitaat a ra Frodon Kevredigezh ar Walenn gant e vignon Sam evit mont d'ar Mordor.

The Two Towers (An Daou Dour)[kemmañ]

Trede levrenn[kemmañ]

Heuliañ a ra an darvoudoù bevet e Rohan gant Aragorn, Legolas ha Gimli, hag e Fangorn gant Merry ha Pipin.

Pevare levrenn[kemmañ]

Heuliañ a ra hent Frodo ha Sam bleniet gant Gollum war-zu ar Mordor.

The Return of the King (Distro ar Roue)[kemmañ]

Pempvet levrenn[kemmañ]

Pa ya Pipin da c'hGondor gant Gandalf e kemer Aragorn, Legolas ha Gimli un hent teñval er menezioù evit saveteiñ kêrbenn Gondor diouzh an emgann lañset gant Sauron.

C'hwec'hvet levrenn[kemmañ]

An hent diaes heuliet gant Frodo ha Sam er Mordor.