Laou

Eus Wikipedia

Laou (ul laouenn pa ne vez nemet unan) zo amprevaned munut ha diaskell a vev e blev al loened (bronneged ha laboused) hag an dud. N'eus nemet nebeud eus al loened-se n'o devez ket laou, evel an eskell-kroc'hen, ha tud Japan n'o devez ket ivez a-hervez, hep ma oufed gwall vat perak. 3 000 spesad zo anezho.

Laou-korf spesad mab-den Pediculus humanus capitus

Div izurzhiad a oa gwechall d'o c'hlenkañ: ar sunerien (Anoplura) hag ar chaokerien (Mallophaga). Hiriv en o renker e peder izurzhiad:

  • an Anoplura,
  • ar Rhyncophthirina, laou an olifanted,
  • an Ischnocera: laou ar yer,
  • an Amblycera: ur rumm chaokerien.


Laou an dud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Laou-korf a vez graet anezho (Pediculus humanus capitise latin) d'o dishevelout diouzh ar re all, met aesoc'h ober un anv latin anezho eget kaout an dizober anezho ur wech ma vezont peg en ho krev. Nez eo an anv a vez graet eus o vioù.

Gouennoù laou[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurvuiañ e vez graet ar c'hemm etre teir gouenn laou da nebeutañ:

  • -Laou-penn, Pediculus capitis, ar re a gaver e blev ar vugale ;
  • -Laou-korf, pe laou-kroc'hen, Pediculus corporis ar re a beg e blev ar c'horf, pe Pediculus humanus humanus;

Er yezh pemdez e vez mesket alies an daou seurt-se.

Laou all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn e vez graet laou eus loened all:

Patrom:Taxobox image Patrom:Taxobox image Patrom:Taxobox fin

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gerioù deveret[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur sac'h laou zo un den laouek. Implijet e vez ar gerioù-se evel kunujenn.
  • Ul laoueg, pe ul laouegez, a zo tud laouek, pe laoueien, pe a-wechoù tud paour hepken. Implijet e vez ar gerioù-se evel kunujenn.
  • Dilaouiñ a zo tennañ al laou, eus penn ur bugel peurvuiañ, gant ur grib alies.
  • Kaoc'h-laou a vez lavaret eus kaoc'h-skouarn ivez.
  • Morzhol(ig) al laou a vez graet eus ar biz-meud a-wechoù.

Troioù-lavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Bezañ tost da douzañ ul laouenn-dar zo bezañ pizh-daonet
  • Brochañ laou, lazhañ laou evit gwerzhañ o c'hroc'hen, spazhañ laou, chikañ laou, zo koll amzer.
  • Chom d'ober laou zo kement ha chom d'ober teil tomm, da lavarout eo chom er gwele,
  • Derc'hel laou e penn ar vugale, zo chom hep ober netra da zilaouiñ.
  • Fritañ laou zo bevañ er baourentez
  • Klask laou e-lec'h ma ne vez ket nez a zo klask abeg e-lec'h n'eus ket peadra.

Evel anv-gwan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Un den laou, ur bourk laou a zo dister, paour.
  • Tudjentil laou a zo peorien.

Krennlavaroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gwir n'eo ket gaou, C'hwen n'int ket laou.
  • An traoù gant an traoù, An nez gant al laou.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]