3 Du
Eus Wikipedia
(Adkaset eus 3 a viz Du)
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1789 : un dekred a dorr Stadoù Breizh.
- 1793 : kemeret Felger gant ar Chouaned.
- 1870 : digoridigezh kamp Conlie er Sarthe (Bro-C'hall), e-lec'h m'eo bet lakaet a-gostez Lu Breizh.
- 1942 : digoret eo ar skol gentañ e brezhoneg e Plistin gant Yann Kerlann.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1901 : Leopold III (Belgia), Roue ar Velgiz .
- 1901 : André Malraux, politikour ha skrivagner gall.
- 1912 : Alfredo Stroessner, prezidant Paraguay († 16 a viz Eost 2006 e Brasília (Brazil)).
- 1919 : Jos ar Penven, sonaozour breizhat († 1967).
- 1921 : Charles Bronson, aktour amerikan.
- 1945 : Gerd Müller, melldroadour alaman.
[kemmañ] Marvioù
- 1954 : Henri Matisse, livour (° 1869).
- 1970 : Pêr II eus Yougoslavia, roue diwezhañ Yougoslavia.
- 1992 : Vladas Mikenas, mestrc’hoarier ha kazetennour echedoù estonian ha lituanian.
- 1997 : Antoine Cuissard (Tatane a veze graet anezhañ), melldroadour ha gourdoner gall (° 19 a viz Gouere 1924 e Saint-Etienne).
- 1999 : Alan Heusaff, emsaver breizhat (° 1921).
- 2009 : Francisco Ayala, skrivagner spagnolek (° 1906).
- 2010 : Charlez ar Gall, stourmer sevenadur Breizh (° 5 a viz Meurzh 1921 en Ospital ).
[kemmañ] Lidoù
- Iliz katolik roman:
- Sent an deiz : Sant Gwenn-Ael, Santez Levenez;
- Sant Gwenael, manac'h, mab da santez Levenez, eil abad Landevenneg (VIvet kantved);
- Sant Maeg (pe vMaeog), beleg ha penitiour, diskibl da sant Meven, enoret e Koadmaeg, Ploumeog, Sant-Maeog, Tremeog, Lanveog ha Gwimaeg. Patron Pludual e seblant bezañ ivez (VIvet kantved);
- Sant Hernin, penitiour iwerzhonat deuet da Lokarn, enoret e Sant-Hernin (VIIvet kantved);
- Sant Huberzh, tiern Akwitania, paeron ar chaseourion, abostol Bro-Ardennes (VIIIvet kantved});
- Sant Maelvezeg (latin : Malachia), arc'heskob Ard Macha (Armagh) en Iwerzhon. Abad e Bangor hag e Conchúr (XIIvet kantved);
- Sant Marzhin Porres, breur dominikad e Perou (XVIIvet kantved).