Plistin
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Plistin | |
| Departamant | Aodoù-an-Arvor |
| Bro hengounel | Bro-Dreger |
| Arondisamant | Arondisamant Lannuon |
| Etrekumuniezh | Tolpad-kêrioù Lannuon-Treger |
| Bro 'Voynet' | Bro Treger ha Goueloù |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Kanton Plistin (pennlec’h) |
| Kod INSEE | 22194 |
| Kod post | 22310 |
| Maer Amzer gefridi |
André Lucas 2008-2014 |
| Gorread | 3 452 ha = 34 52 km² |
| Hed ha led | -3.38°, 48.39° |
| Uhelder | keitat : m bihanañ : 0 m brasañ : 127 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 3 615 (2006) |
| Stankter | war-dro 105 |
Ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor eo Plistin (distaget: [ˈplistin]). Pennlec’h Kanton Plistin eo.
Taolenn |
Douaroniezh [kemmañ]
Graet eo arvor Plistin gant tornaodoù ha traezhennoù. Unan eus baeoù brasañ Breizh eo, en em astenn a ra eus Sant-Eflamm da Lokmikael a-hed 3 km hag galloud a ra dichal ar mor betek 1,3 km eus an douar. Lec'h uhelañ arvor Plistin a zo ar roc'h bras, e-barzh bae Sant Eflamm, 84 m eo en e uhelañ. Kinnig a ra al lec'h-mañ ur panorama 180° war ar bae, hag gwarez a ra logod dall a vev ennañ. Kalz a laboused-mor a vev er vro, evel da skouer herlegonoù, erer spluj, kerc'her louet, ha spesadoù laboused aod all.
Istor [kemmañ]
XVIIvet kantved [kemmañ]
Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh daou zen eus Plistin, Jacques hag Yves Gariou, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz [1] .
Melestradurezh [kemmañ]
Plistin a zo graet gant meur a c'harterioù, dreist-holl reoù Sant-Roch, Sant-Jagu, Sant-Efflam, Sant-Sebastian, Sant-Haran, Toul an Hery ha Porzh-Mellek.
| Listenn maeroù Plistin | |||
| Maread | Anv | Strollad | Perzh |
|---|---|---|---|
| ? – ? | François Ales | ? | (?-?) |
| mars 1971 – mars 1977 | Marcel Hamon | PCF | Kanseler general Kanton Plistin
(1973-1979) |
| mars 1977 – ? | Roger Rioual | PCF | Kanseler general Kanton Plistin
(1985-1992) |
| mars 1998 – en cours | André Lucas | PS | Labourer-douar, Kanseler general Kanton Plistin abaoe 1998 |
| N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. | |||
Glad ha sevenadur [kemmañ]
Glad relijiel [kemmañ]
Iliz sant Efflam a zo deuet da vezañ ur monumant istorel e 1908. Savet eo bet etre ar XVvet hag ar XVIvet kantved, ar pezh e c'hellomp gwelout war talbenn ar porched e-lec'h m'eo skrivet ar bloavezh 1576. Chapel santez Varba enskrivet e 1934 evel ur monumant istorel. Chapel sant Yagu, adsavet e 1496 a zo bet benniget e 1498 a zo enskrivet evel monumant istorel.
Glad sivil [kemmañ]
Kibelldi gall-ha-roman Hogolo, savet er bloavezhioù 50 KJK a zo bet miret mat-tre. Feunteun sant Efflam, savet a XVIII vet kantved, a zo bet enskrivet e 1926 evel monumant istorel. Kastell Lesmaez ha Maner Kervizioù, an daou eus ar XVIvet kantved hag ar Kastell Leslac'h eus ar XVIIvet kantved a zo bet enskrivet e 1927 evel monumant istorel.
- Kastell Leslac'h
- Kastell Lezormel
- Kastell Lesvaez
- Iliz sant Eflamm
- Chapel sant Eflamm
- Chapel sant Sebastian
- Chapel santez Katell
- Chapel sant Yagu
Lec'hioù heverk [kemmañ]
- Porzh Toull ar C'hirri
- Roc'h Hellaz
- al Lev-Draezh
Douaroniezh [kemmañ]
Emdroadur ar boblañs 1962-2006 [kemmañ]
Niver a annezidi 
Melestradurezh [kemmañ]
Tud brudet [kemmañ]
- Eus 1924 da 1926, a oa mestr ar skrivagner Alan an Diuzet war ar jedoniezh hag ar skiantoù e skolaj eil-derez Plistin.
- sant Efflam
- santez Enora
- Sant-Iestin.
- Marcel Hamon, stourmer gall, maer kozh hag kuzulier meur ha depute komunour.
- Jean-Pierre Abraham, skrivagner.
- Erwan Tangi, livour dreistwirvoudel hag en deus bevet e Plistin.
- René Largillière, avokad ha skrivagner, hag oberer un dezenn war sent Breizh.
- Macario Vitalis, livour filipat en deus bevet e Plistin.
- Andrev an Enoret, beleg micherour.
- Simonet Richard, kenlodek en Emgann an Tregont.
- Jean-Luc Sassus, c'hoarier foot.
Tud bet ganet eno [kemmañ]
- Juluen Sklison (Paotr Juluen), beleg ha skrivagner brezhonek, (° 19 a viz Kerzu 1883).
- Even Begaignon, eskob Landreger, er bloavezhioù 1362 da 1371, ganet e Plistin.
- Jeanne Bohec, stourmerez c'hall, skrivagnerez, kelennerez ha politikerez, ganet ha marvet e Plistin.
Brezhoneg [kemmañ]
Ya d'ar brezhoneg [kemmañ]
- D’an 8 a viz Meurzh 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 9 a viz C'hwevrer 2007 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
Deskadurezh [kemmañ]
- Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 1999.
- E distro-skol 2009 e oa enskrivet er skolioù divyezhek 31,0% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez. [1]
- E distro-skol 2010 e oa 91 skoliad er c'hlasoù divyezhek (30,8% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). [2]
Ar sportoù [kemmañ]
Porzh kozh Toull ar C'hirri, war aber an Douron, a zo deuet da vezañ ur porzh gwarez evit bigi dudi. Da hennezh e teu d'ar porzh al listri-bale eus Beg-Douar war Beg an Arvorig. Sportoù bageal a vez graet e Sant-Efflam. Tu zo d'ober karr-dre-lien, katamaran, plankenn-dre-lien, kayak-mor. Pa vez redadegoù kezeg war al Lev-draezh, e teu 1700 vakañsour ha c'hoarier a glaoustre war ar c'hezeg.
Dave ha notennoù [kemmañ]
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie , La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)