Mathieu Kérékou

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mathieu Kérékou
Mathieu Kérékou
Amzer e penn ar vro 26 Here 19724 Ebrel 1991
4 Ebrel 19965 Ebrel 2006
Prezidanted a-raok Justin Ahomadegbé (gwech kentañ)
Nicéphore Soglo (eil gwech)
Prezidant war-lerc’h Nicéphore Soglo (gwech kentañ)
Yayi Boni (eil gwech)
Deiziad ganedigezh 2 Gwengolo 1933
Lec’h ganedigezh Kouarfa, Dahomey (Benin bremañ)

(Ahmed) Mathieu Kérékou (ganet d’an 2 a viz Gwengolo 1933 e Kourfa, nepell diouzh Natitingou e departament Atakora) zo bet Prezidant Benin (bet Dahomey) etre ar 26 a viz Here 1972 hag ar 4 a viz Ebrel 1991.

E 1974 e lakaas degemer ar varksouriezh-leninouriezh da ideologiezh ar gouarnamant ha krouet e voe gantañ Strollad dispac'h poblek Benin, evel ar strollad politikel nemetañ er vro. E 1975 e voe kemmet anv ar vro, a oa Republik Dahomey, evit dont da vezañ Republik pobl Benin. Goude ar manifestadegoù pobl liammet ouzh diskar moger Berlin avat ez asantas Mathieu Kérékou e vefe aozet ur c’hendiviz broadel evit sevel ur vonreizh evit ar vro. Da vare dilennadegoù ar prezidant e 1991 e voe trec’het gant Nicéphore Soglo.

Goude-se ez eas ar galloud gantañ en-dro da-heul dilennadegoù demokratel ar 4 a viz Ebrel 1996 hag adarre e miz Meurzh 2001. E 2006, e dibenn e zileuriadur ne c’hallas ket en em lakaat war ar renk ken, abalamour m'o merket e bonreizh ar stad ne c'hall ket tud en tu-hont da 70 vloaz mont war ar renk. En enep da voazioù pennoù ar stadoù afrikan all, ne oa ket bet kemmet ar vonreizh gant Mathieu Kérékou evit ma c'hallfe bezañ dilennet en-dro da brezidant.