Emgann Actium

Eus Wikipedia
Emgann Actium

Emgann Actium, gant Lorenzo A. Castro, 1672
Maread eil a viz Gwengolo 31 kent JK
Lec'h Actium, pleg-mor Ambrakian (Gres)
Disoc'h trec'h Octavius
Emgannerien
morlu Octaviusmorlu Marcus Antonius
Egiptianed
Pennoù-brezel
AgrippaMarcus Antonius
Kleopatra VII
Niver a emgannerien
400 lestr
37 000 den
500 lestr (300 lestr roman, 200 lestr egiptian)
19 lejion, da lavaret eo 114 000 den
Kolloù
Dianavetre 5000 ha 13000 den

Emgann Actium a zo emgann diwezhañ brezel-diabarzh roman ar c'hentañ kantved kent JK.

D'an eil a viz Gwengolo 31 kent JK, e-pad ar brezel-diabarzh roman a ya war-lerc'h drouklazh Julius Caesar, e tegouezh un emgann-listri meur e-tal Actium e-kichen aodoù kornôg Gres, er c'hreisteiz da enez Corcyre (Korfou), etre ar pleg-mor Ambrakian ha mor Ionia. Eno e vrezelias nerzhioù Octavius ouzh morlu Marcus Antonius ha Kleopatra VII. Gant an emgann-mañ, ha trec'h Octavius, e voe echu d'ar brezel-diabarzh hag e teuas an trec'hour da vezañ an impalaer Augustus.

Abalamour d'e dalvoudegezh ha d'e efedoù e vez sellet outañ gant an istorourien evel unan eus emgannoù pouezusañ an Henamzer.