Skol-veur Breizh-Uhel
Eus Wikipedia
Skol-veur Breizh-Uhel pe "Roazhon 2" eo unan eus an div Skol-veur a zo e Roazhon.
Evel hini Naoned eo hêrez Skol-Veur Breizh krouet e 1461 gant an dug Frañsez II.
Kaoz a vez a-wechoù er c'hazetennoù eus unaniñ div skol-veur Roazhon.
Div dachenn zo dezhi, o-div e karter Keryann e Roazhon:
- unan e-kreiz ar c'harter, e-lec'h m'emañ ar braz eus ar skol-veur,
- eben er penn all d'ar c'harter, tost d'an atant kozh anvet La Harpe.
Ur skourr all eus ar skol-veur zo e Sant-Brieg abaoe 1991, a vez graet kampus Mazier anezhañ.
Roll he frezidanted [kemmañ]
| • René Marache | (1970-1975) |
| • Michel Denis | (1976-1980) |
| • Jean-François Botrel | (1982-1986) |
| • Jean Mounier | (1986-1991) |
| • André Lespagnol | (1991-1996) |
| • Jean Brihault | (1996-2001) |
| • François Mouret | (2001-2006) |
| • Marc Gontard | (2006-2011) |
| • Jean-Émile Gombert | (abaoe 2011) |
Brud [kemmañ]
Brud he deus ar skol-veur da vezañ stanket bep bloaz gant ar studierien. E gwirionez ne c'hoarvez nemet un nebeud sizhunioù bep bloaz, ha 7 hepken e 2009.