Iliz-Veur Sant-Kaourintin Kemper
Eus Wikipedia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Savet eo bet Iliz-veur Sant-Kaourintin e Kemper (Kerne-Penn-ar-Bed) war lec'hiad an iliz romanek dediet d'an Itron Varia (XIvet kantved). E-touezh an ilizoù-meur gotek koshañ e Breizh eo gant hini Kastell-Paol hag hini Landreger.
[kemmañ] Istor
Diwar intrudu an eskob Rainaud, kañseller Per Iañ, dug Breizh eo bet kaset al lañs evit he sevel e 1239. Mont a ra buan a-walc'h al labourioù, met daleoù a zo bet gant an diaesterioù degaset gant Brezel Hêrezh Dugelezh Breizh er Patrom:14vet kantved hag ar c'hleñvedoù-red. Kensakret eo bet ar chantele e 1287, met echuet eo bet e 1300 hag eo bet bolzet e 1410 dindan ren Yann V a Vreizh.