Bolz
Eus Wikipedia
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Bolz iliz abatiel Fécamp
Ur volz (pe ur volzenn - liester bolzioù pe bolzennoù) a zo un tamm mañsonerezh, hag ur pezh savouriezh, a gaver e savadurioù zo evel golo diabarzh peurvuiañ. Lakaet e vez o c'hostezioù war bileroù pe beulioù pe war ar mogerioù pe ar bolzennoù all.
Gant ar Romaned ez eus bet savet bolzioù ront e-leizh evit ar savadurioù bras hag evit ar c'hanioù-skarzh (ar Maxima Cloaca e Roma, da skouer). Kendalc'het eo bet implij ar bolzioù ront gant saverien hengristen hag e derou ar Grennamzer en Europa e mare ar savouriezh romanek.
Diwezhatoc'h ez eus bet savet bolzioù kromvegek e mare an arkitektouriezh c'hotek.