Emvod ar Gelted en Oriant
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Festival Interceltique de Lorient)
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Emvod ar Gelted en Oriant[1], pe Festival Interceltique de Lorient e galleg, berraet e FIL, zo ur sizhunvezh festoù gant sonerezh ha dañs dreist-holl, da hanter Eost, hag a vez aozet e kêr an Oriant abaoe 1971. Bodet e vez bagadoù ha lazoù eus an holl vroioù keltiek, eus Galiza hag Asturiez, hag a-wechoù e vez pedet arzourien eus Aostralia, Kanada, Louiziana... ouzhpenn.
Taolenn |
[kemmañ] Anv brezhonek
- Emvod ar Gelted eo an anv brezhonek hervez an aozadur, hag Emvod ar Gelted en Oriant evit an devezhioù gouel, met gallout a reer klevet ha lenn meur a anvadur all, en o zouez Gouelioù Etrekeltiek an Oriant hag a seblant bezañ an hini ledetañ.
[kemmañ] 2010
- Savet droug e gwiniegourien Bro-Naoned abalamour n'eo ket muskadig a vo kavet e tavarn ar festival met gwin gwenn eus Bourdel.
Pedet e oa bet Luz Casal, met n'hallo ket dont.
- 800 000 den a vije bet hervez ar rener, a lenner e ouest-France ar 16 a viz Eost 2010.
[kemmañ] 2012
Aozet e vo ur genstrivadeg danevelloù gant ar FIL [2] . E galleg hepken avat, dasout ma'z eo bet sinet ar Garta Ya d'ar brezhoneg gantañ .
[kemmañ] Luc'hskeudennoù
-
E 2007 : e pabell Bro-Skos
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Lec'hienn ofisiel, doare brezhonek (diglok)
- Pennad an Télégramme e 2010 diwar-benn plas ar brezhoneg er gouel
- Kemennadenn Ofis ar Brezhoneg e 2008 diwar-benn ar brezhoneg er gouel
[kemmañ] Notennoù ha daveennoù
- ↑ Anv brezhoneg hervez an aozadur, gwelet al lec'hienn ofisiel [1].
- ↑ http://www.concoursaufildespages.com/le-reglement.cfm