Garnizon Lannuon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Seitek devezh ha triwec'h miz

E garnizon Lannuon

Oa aet an Aotrou da b/Paris

E garnizon, zigidondon

E garnizon Lannuon


A-benn pa zistroio d'ar gêr

'Vo chañchamant 'barzh ar maner


"Chañchamant zo er maner-mañ

Ha ma Intron, pelec'h emañ ?


- 'Mañ 'us e kambr an uhellañ

'Tommañ he mab an terriplañ


Ur paotr bihan glas e lagad

Ne oar ket piv ez eo e dad


E dad ne oar ket piv ez eo

M'hen dar' ar miliner e ve"


"Diboñjour dit 'ta miliner

Me zo deut da glask da gomper


- O ! da gomper me na yin ket

Kar ma milin zo war he boued


Kar ma milin zo war he bord

Hag aon am eus e vefe tort


- O ! artizaned zo er vro

Ma vefe tort-int a renko


Ma ouie mat 'ta miliner

Ne ve'z ket bet tad ha komper"

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù