Gouel Sant Padrig

Eus Wikipedia
Gouel Sant Padrig 2004 e Korkig.
Gouel Sant Padrig e Buenos Aires (Arc'hantina).

Gouel Padrig, pe Gouel Sant Padrig a lider d’ar 17 a viz Meurzh evel ur gouel kristen e koun Sant Padrig (386-493), a vije bet avieler Iwerzhon. Un devezh dilabour eo ar 17 a viz Meurzh, abalamour da se, e Republik Iwerzhon, en enez Montserrat, hag e proviñs an Douar-Nevez ha Labrador e Kanada.

Lidet e vez Gouel Sant Padrig gant Iwerzhoniz e Republik Iwerzhon hag e Hanternoz Iwerzhon hag er bed a-bezh gant an dud o zeu o hendadoù eus Iwerzhon (Stadoù Unanet Amerika, Kanada, Breizh-Veur…). Bremañ e vez kalz tud n’int ket Iwerzhoniz o lidañ ar gouel-se ivez (e Breizh evel e broioù all). E Dulenn hag e kalz kêrioù eus Iwerzhon e vez dibunadegoù bras ha laouen er straedoù hag a bep seurt abadennoù all diouzh an noz (sonerezh…). Devezh ar vro eo evit Iwerzhoniz hag un digarez da lidañ sevenadur ar vro, ha da fichañ an dilhad gant arouezioù evel ar melchon pe al liv gwer, liv broadel Iwerzhon.

Kroget e voe da lidañ Gouel Sant Padrig war an ton bras en Iwerzhon en XIXvet kantved, d’ar mare ma oa un adsav broadel eno. Met pell diouzh Iwerzhon an hini e voe aozet an dibunadeg kentañ peogwir e c’hoarvezas e Montréal, e Kebek, e 1824, gant divroidi eus Iwerzhon. Bremañ e vez dibunadegoù bras-kenañ bep bloaz e Dulenn, e New York, Boston ha kêrioù all eus ar Stadoù Unanet, e Belfast, hag abaoe ur pennadig ivez e Londrez. Gant aozerien Gouel Etrekeltiek an Oriant e vez aozet abaoe un nebeud bloavezhioù ur pezh abadenn sonerezh e Pariz, enni sonerien eus Breizh hag ar broioù keltiek all

Ouzhpenn bezañ ur gouel broadel en Iwerzhon ez eo gouel Sant Padrig ivez ur gouel kristen e vez lidet gant ar Gatoliked. Gant feizidi Iliz Iwerzhon, Anglikaned anezho, e vez lidet ivez, met heulierien ilizoù protestant all Hanternoz Iwerzhon ne reont ket peurvuiañ, abalamour m’eo stag ar gouel-se evito ouzh ar vroadelouriezh iwerzhonat. Degouezhout a ra Gouel Sant Padrig da vare ar C’horaiz, met en Iwerzhon eo boas an dud a ra vijil d’ar c’houlz-se d’ober un ehan e-pad un devezh evit gellout kemer perzh er gouel.

St. Patrick's Day Celebration in Ireland[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]